Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sofonia 3:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 Kan a levenez, merc'h Sion! Laosk kriadennoù a eürusted, Israel! Bez laouen ha laouena da galon, merc'h Jeruzalem!

Ver Capítulo Copiar




Sofonia 3:14
34 Referencias Cruzadas  

Kinniget e voe en deiz-se aberzhoù bras, hag e voent laouenaet, rak Doue a laouenaas anezho gant ul levenez bras. Ar maouezed hag ar vugale a voe laouenaet ivez, ha levenez Jeruzalem a voe klevet a-bell.


O! Piv a roio eus Sion an dieubudigezh da Israel? Pa zegaso en-dro an AOTROU prizonidi e bobl, e vo ur joa vras gant Jakob, ha levenez gant Israel.


Ra laouenaio Israel en e Grouer, ra drido a levenez mibien Sion en o Roue!


Sion he deus e glevet hag a zo bet laouenaet, merc'hed Juda o deus tridet gant levenez abalamour da'z parnedigezhioù, o AOTROU!


Youc'h ha kan a levenez, te hag a zo o chom e Sion! Rak bras ez kreiz eo Sant Israel.


Ar re a zo hegarat o devo en AOTROU levenez war levenez, hag ar beorien a-douez an dud a laouenaio e Sant Israel.


Bleuniañ a raio e-leizh hag e laouenaio, leuskel a raio kriadennoù a levenez ha kanaouennoù trec'h. Gloar al Liban a vo roet dezhañ, gant splannder ar C'harmel ha Saron. Gwelout a raint gloar an AOTROU ha splannder hon Doue.


setu ar gomz en deus disklêriet an AOTROU a-enep dezhañ: Disprizañ a ra ac'hanout, c'hoarzhin a ra ouzhit, ar werc'hez merc'h Sion. Hejañ a ra he fenn war da lerc'h, merc'h Jeruzalem.


Frealzit, frealzit va fobl, eme ho Toue.


Pign war ur menez uhel, te hag a embann keloù mat da Sion, sav da vouezh gant nerzh, te hag a embann keloù mat da Jeruzalem, sav anezhi, na'z pez ket aon, lavar da gêrioù Juda: Setu ho Toue!


Dasprenidi an AOTROU a zistroio hag a zeuio da Sion gant kanaouennoù trec'h. Ul levenez peurbadus a vo war o fennoù, bez' e vo joa ha levenez ganto, hag e tec'ho kuit ar glac'har hag an hirvoudoù.


Laoskit a-gevret kriadennoù a levenez, o dismantroù Jeruzalem! Rak an AOTROU en deus frealzet e bobl ha dasprenet Jeruzalem.


Laouena, gaonac'h, te na c'hanes ket, strak ha laosk kriadennoù a levenez, te na c'houzañves ket gwentloù ar gwilioud, rak mibien an hini dilezet a vo niverusoc'h eget re ar wreg he doa ur pried, eme an AOTROU.


Hag e teuio diouto trugarekadennoù ha kriadennoù a levenez, hag e kreskin anezho, ne vihanaint ken, hag ec'h enorin anezho, ne vint ken izelaet.


Neuze ar werc'hez a laouenaio e korolloù, an dud yaouank hag ar re gozh a-gevret, hag e troin o c'hañv e levenez, o frealziñ a rin, o laouenaat a rin goude o glac'har.


mouezh a joa ha mouezh a levenez, mouezh ar paotr-nevez ha mouezh ar plac'h-nevez, mouezh ar re a lavaro: Meulit AOTROU an armeoù, rak an AOTROU a zo mat, rak e drugarez a bad da viken, ha mouezh ar re a zegas aberzhoù a veuleudi da di an AOTROU. Rak re zalc'het ar vro a zegasin en-dro, evel diagent, eme an AOTROU.


Ha c'hwi, mibien Sion, tridit ha laouenait en AOTROU ho Toue, rak e ro deoc'h glav ar c'hentañ amzer hervez an direizhder, hag e kas deoc'h ur glav fonnus eus ar c'hentañ hag eus an diwezhañ amzer, evel gwechall.


Ha te, tour an tropell, krec'hienn merc'h Sion, betek ennout e teuio hag ec'h erruo ar vestroniezh kentañ; ar roueelezh a vo da verc'h Jeruzalem.


Ar re a gerzhe a-raok hag ar re a heulie a grie: Hozanna da Vab David! Benniget ra vo an hini a zeu en anv an Aotrou! Hozanna el lec’hioù uhel meurbet!


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos