Lonkañ a raio ar marv en trec'h; an Aotrou AOTROU a sec'ho an daeroù diwar an holl zremmoù, hag a lakaio dismegañs e bobl da dec'hout kuit a-ziwar an douar holl, rak an AOTROU en deus komzet.
Ar re zic'haouet gant an AOTROU a zistroio drezañ, hag e teuint da Sion gant kanaouennoù trec'h, ul levenez peurbadus a vo war o fenn, bez' o devo levenez ha laouenidigezh, ar boan hag ar c'hlemmvan a dec'ho kuit.
Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU da Zoue, a zifenn kaoz e bobl: Setu em eus kemeret eus da zorn an hanaf-mezevelliñ, hanaf va c'hounnar. Ne evi ken dioutañ en amzer da zont,
Ne vo ken klevet komz eus feulster ez pro, nag eus gwastoù nag eus distruj e-barzh da harzoù, met envel a ri da vogerioù: Silvidigezh, ha da zorojoù: Meuleudi.
Setu mouezh merc'h va fobl, o krial eus ur vro bell: Ha n'emañ ken an AOTROU e Sion? Ha n'emañ ken he roue en he c'hreiz? Perak o deus va imoret gant o skeudennoù kizellet, gant mogidelloù an diavaezidi?
Va enebourez en gwelo, hag ar vezh he goloio, hi hag a lavare din: Pelec'h emañ an AOTROU da Zoue? Va daoulagad a welo anezhi, pa vo mac'het evel fank ar straedoù.
Rak an taerder a-enep al Liban a adkouezho warnout, hag ivez distruj al loened spontet, en abeg da wad an dud ac'h eus skuilhet, ha d'an taerder ac'h eus graet d'ar vro, d'ar gêr ha da gement a zo enni.
Dre ma ec'h eus preizhet kalz a vroadoù, nemorant ar pobloù a breizho ivez ac'hanout, en abeg da wad an dud ac'h eus skuilhet, ha d'an taerder ac'h eus graet d'ar vro, d'ar gêr ha da gement a zo enni.
An AOTROU da Zoue a zo ez kreiz, ar Galloudeg az saveteo. Laouen e vo en abeg dit eus ul levenez brasañ, ober a raio peoc'h en e garantez, laouenaet e vo diwar da benn gant ur c'han tridus.
An AOTROU a zo reizh en he c'hreiz, ne ra ket a zireizhder. Bep mintin e laka e varnedigezhioù er sklêrijenn, ha ne vank ket d'henn ober, met an den direizh n'anavez ket ar vezh.
En deiz-se e rin eus Jeruzalem ur maen pouezus evit an holl bobloù. An holl re a zougo ar bec'h anezhi a vo gloazet, hag holl vroadoù ar bed en em savo en hec'h enep.
Bez laouen, merc'h Sion! Laosk kriadennoù a levenez, merc'h Jeruzalem! Setu, da Roue a zeu da'z kavout, reizh ha trec'hus, uvel ha pignet war un azen, war un azenig, ebeul un azenez.
Ne c’hellan ober netra ac’hanon va-unan, barn a ran diouzh ma klevan, ha va barn a zo reizh, rak ne glaskan ket va bolontez met bolontez an Tad en deus va c’haset.
Hag e klevis ur vouezh kreñv a lavare en neñv: Bremañ eo deuet silvidigezh, nerzh ha rouantelezh hon Doue, ha galloud e Grist, rak tamaller hor breudeur a zo bet taolet kuit, an hini o zamalle noz ha deiz dirak dremm hon Doue.