Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sofonia 3:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 Nemorant Israel ne raio ket a zireizhder, ne lavarint ket a c'hevier, n'en em gavo ket en o genoù un teod touellus, met peuriñ a raint hag e tiskuizhint, ha ne vo den da spontañ anezho.

Ver Capítulo Copiar




Sofonia 3:13
46 Referencias Cruzadas  

Evel-se rouantelezh Jozafad a voe sioul, hag e Zoue a roas dezhañ diskuizh a-bep tu.


En em astenn a ri ez aes, den ne sponto ac'hanout, kalz a dud a raio al lez dit.


na reont ket an direizhder, hag a gerzh en e hentoù!


AOTROU, dieub va ene eus ar muzelloù gaouiat, eus an teod touellus!


Petra a roio dit an teod tromplus, petra a c'hounezi gantañ?


Va lakaat a ra da ziskuizhañ war beuriñ glas, va c'has a ra a-hed an doureier sioul.


Kêrioù Aroer a zo dilezet, lakaet int d'al loened; diskuizhañ a reont enno ha den ne spont anezho.


Eno e vo un hent, ur wenodenn, a vo anvet hent ar santelezh, na dremeno ket drezañ an hini dic'hlan. Bez' e vo evito o-unan, hag ar re a gerzho en hent-se, zoken ar re ziskiant, n'en em ziankint ket.


Startaet e vi er reizhder, pell e vi diouzh ar gwaskerezh, ha na'z po ket da gaout aon, pell e vi diouzh ar spont, rak ne dostaio ket ouzhit.


Ma chom c'hoazh un dekvedenn, e vint kuzumet d'o zro; met evel ma vir un dourmantinenn hag un dervenn o skosenn pa vezont diskaret, e teuio anezho ur skosenn, ul lignez santel.


Ar re eus da bobl a vo holl reizh, perc'hennañ a raint ar vro da viken. Ar vroustenn am eus plantet eo, labour va daouarn, evit ma kavin gloar enni.


Lavaret en devoa: Ya, va fobl ez int, mibien na vint ket disleal! Hag eo bet o salver.


Saron a vo ur peurvan d'an deñved, traonienn Akor a vo ur repu d'ar saout, evit va fobl en devo klasket ac'hanon.


Lakaat a rin warno mêsaerien hag o feuro, n'o devo nag aon na spouron, ha ne vanko hini anezho, eme an AOTROU.


Te eta, va servijer Jakob, na'z pez ket aon, eme an AOTROU, na spont ket, Israel! Rak setu, e tieubin ac'hanout eus an douar pell, ha da lignez eus bro an harlu. Hag e tistroio Jakob, hag e vo sioul hag e peoc'h, ha ne vo den da spontañ anezhañ.


Met setu an emglev a ziazezin gant ti Israel goude an deizioù-se, eme an AOTROU: Lakaat a rin va lezenn en o c'hreizon hag e skrivin anezhi war o c'halon, hag e vin o Doue hag e vint va fobl.


goude m'o devo douget o dismegañs hag an holl bec'hedoù o deus pec'het drezo em c'heñver, pa oant o chom e surentez en o bro hep den ebet d'o spontañ.


Gouzout a reot ez on an AOTROU ho Toue a zo o chom e Sion, menez va santelezh. Ha Jeruzalem a vo santel, hag an diavaezidi ne dremenint ken enni.


Hag e c'hlanain o gwad na'm boa ket glanaet, hag an AOTROU a vo o chom e Sion.


me a lakaio peoc’h er vro hag e kouskot hep bezañ spouronet, kas a rin kuit al loened fall eus ar vro hag ar c’hleze ne dremeno ket en ho pro;


Pep hini a azezo dindan e winienn ha dindan e fiezenn, ha den ebet ne spourono anezho, rak komzet en deus genoù AOTROU an armeoù.


hag e rin un nemorant gant ar re gamm, hag ur vroad c'halloudus gant ar re a zo bet pellaet; hag an AOTROU a reno warno, war venez Sion, a-dal neuze ha da viken.


Mesa da bobl gant da wialenn, tropell da hêrezh a zo o chom e-unan er goadeg e-kreiz ar C'harmel. Ra beurint e Basan hag e Galaad, evel en deizioù gwechall.


Hag e vo an aodoù-mañ evit nemorant ti Juda, eno e peurint. D'an abardaez e tiskuizhint e tiez Askelon, rak an AOTROU o Doue o gweladenno hag a zegaso en-dro o sklaved.


An AOTROU a zo reizh en he c'hreiz, ne ra ket a zireizhder. Bep mintin e laka e varnedigezhioù er sklêrijenn, ha ne vank ket d'henn ober, met an den direizh n'anavez ket ar vezh.


Rak an had a raio berzh, ar winienn a roio he frouezh, an douar a roio e broduadur, an neñvoù a roio o glizh, ha lakaat a rin nemorant ar bobl-mañ da berc'hennañ an holl draoù-se.


Setu an traoù a zleit ober: Komzit hervez ar wirionez pep hini d'e nesañ, barnit en ho torioù gant gwirionez ha reizhder evit ar peoc'h.


Evel-henn e komz an AOTROU: En em dreiñ a ran war-zu Sion, bez' e vin o chom e-kreiz Jeruzalem. Jeruzalem a vo anvet: Kêr leal, ha menez AOTROU an armeoù: Menez santel.


Mab an den a gaso e aeled da dennañ eus e rouantelezh an holl abegoù a wallskouer hag ar re a ra an direizhder,


Jezuz, o welout Natanael o tont d’e gavout, a lavaras diwar e benn: Setu ur gwir Israelad ha n’eus troidell ebet ennañ.


Na lavarit ket a c’hevier an eil d’egile, o vezañ diwisket diwarnoc’h an den kozh hag e oberoù,


Ha zoken pa c’houzañvfec’h evit ar reizhder, e vefec’h eürus. N’ho pet ket a aon rak ar spont o deus c’hoant da ober deoc’h ha na vezit ket nec’het,


Gouzout a reomp penaos piv bennak a zo ganet a Zoue ne bec’h ket; met an hini a zo ganet a Zoue en em vir e-unan hag an droug ne stok ket ennañ.


N’eus ket bet kavet a c’haou en o genoù, rak didarch int dirak tron Doue.


Ne d-aio e-barzh netra hudur, nag hini eus ar re en em ro d’an euzhusted ha d’ar gaou, met hepken ar re a zo skrivet o anvioù e levr a vuhez an Oan.


Met evit ar re zidalvez, ar re ziskredik, ar re euzhus, ar vuntrerien, ar c’hastaouerien, ar strobinellerien, an idolourien hag an holl c’haouiaded, o lod a zo er stank o teviñ gant tan ha soufr, ar pezh a zo an eilvet marv.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos