met e wareg a zo chomet start, e zivrec'h hag e zaouarn a zo bet nerzhet gant daouarn Galloudeg Jakob, mesaer ha roc'h Israel.
Adlezenn 33:27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ur repu eo an Doue a zo a bep amzer, dindan e zivrec'h peurbadus. Kaset en deus kuit a-zirazout an enebour, hag en deus lavaret: Distruj! |
met e wareg a zo chomet start, e zivrec'h hag e zaouarn a zo bet nerzhet gant daouarn Galloudeg Jakob, mesaer ha roc'h Israel.
Rak va c'huzhat a raio en e repu en deiz fall, va c'huzhat a raio e sekred e dabernakl. Sevel a raio ac'hanon war ur roc'h.
Da reizhder a zo evel menezioù Doue, da varnedigezhioù a zo un donder bras. AOTROU, diwall a rez an dud hag al loened.
Paouezit hag anavezit eo me a zo Doue, me a vo meulet e-touez ar pobloù, me a vo meulet dre an douar holl.
Ar pobloù a fiñv, ar rouantelezhioù a vrañsell, lakaat a ra e vouezh da vezañ klevet, hag an douar a deuz.
Menez Sion a sav gant gras, levenez an douar holl. War-zu an hanternoz emañ kêr ar roue meur.
Lakaat a raio va ene e peoc'h, o tieubiñ anezhañ eus ar brezel a reer dezhañ, rak ez eus kalz a dud em enep.
d'an Hini a ya war-raok douget war neñvoù an neñvoù, an neñvoù peurbadus! Setu ma sav e vouezh, e vouezh galloudus.
Bez evidon ur roc'h a vodenn, e-lec’h ma c'hellin atav en em denn. Urzhiet ec'h eus ma vefen salvet, rak te eo va roc'h ha va c'hreñvlec'h.
Va aspediñ a raio hag e selaouin anezhañ, hag e vin gantañ en anken, hag en tenin ac'hane, hag e roin gloar dezhañ.
Me a gaso gwesped dirazout hag e kasint kuit an Hevianed, ar Gananeiz hag an Hitited a-zirak da zremm.
Laka evezh d'ar pezh a c'hourc'hemennan dit hiziv. Setu, ez an da gas kuit dirazout an Amoreaned, ar Gananeiz, an Hitited, ar Ferezianed, an Hevianed hag ar Jebuziz.
Evel ma tremen an arnev, evel-se ez a kuit an hini drouk, met an den reizh en em harp war un diazez peurbadus.
rak bet out ur repu evit an hini gwan, ur repu evit ar paour en e estrenvan, ur goudor ouzh an arnev, ur skeud ouzh an tommder, rak c'hwezh ar re spontus a zo evel un arnev o skeiñ gant ur voger.
Pep hini anezho a vo evel ur gwasked ouzh an avel hag ur vod ouzh ar glav, evel gwazhioù-dour en ul lec'h sec'h, evel skeud ur roc'h vras war un douar kras.
Evel-henn e komz an Uhel-Meurbet, hag a zo o chom er beurbadelezh, hag a zo santel e anv: Emaon o chom en ul lec'h uhel ha santel, hag ivez gant an den glac'haret hag uvel a spered, evit bevaat spered ar re zilorc'h hag evit bevaat kalon ar re c'hlac'haret.
Kreskiñ e c'halloud, reiñ ur peoc'h diziwezh da dron David ha d'e rouantelezh, evit en startaat hag en harpañ er varnedigezh hag er reizhder, adalek bremañ ha da viken, gred AOTROU an armeoù a raio kement-se.
Met an AOTROU eo Doue ar wirionez, an Doue bev hag ar Roue peurbadus. An douar a gren dirak e gounnar, hag ar broadoù ne c'hellont ket gouzañv e zroug.
Pign a-enep ar vro a zo disent div wech, a-enep an dud lezet evit bezañ kastizet, distruj ha kas da get war o lerc'h, eme an AOTROU, gra hervez kement am eus gourc'hemennet dit.
Me am eus renet kammedoù Efraim en ur gemer anezhañ dre an divrec'h, met ne ouient ket e pareen anezho.
Bremañ dastum da vagadoù, merc'h ar bagadoù. Lakaet eo ar seziz a-enep deomp. Gant ar wialenn e skoont war jod barner Israel.
Ha te, Betlehem Efrata, bihan e-touez milieroù Juda, ac'hanout eo e teuio din an hini a zle bezañ penn en Israel, an hini a zeu eus an amzerioù kentañ, a-dal an deizioù a-holl-viskoazh.
Ha n'out ket a bep amzer, o AOTROU, va Doue, va Sant? Ne varvimp ket. AOTROU, lakaet ec'h eus ar bobl-se evit ober ur varnedigezh. O va Roc'h, he lakaet ec'h eus evit kastizañ.
Jeruzalem, Jeruzalem, te hag a lazh ar brofeded hag a veinata ar re a zo kaset dit, pet gwech em eus c’hoantaet dastum da vugale evel ma tastum ur yar he c’hlodad dindan he divaskell, ha n’eo ket bet fellet deoc’h!
Hep dale an Doue a beoc’h a friko Satan dindan ho treid. Gras hon Aotrou Jezuz-Krist ra vo ganeoc’h! Amen.
Rak lezenn ar Spered a vuhez a zo e Jezuz-Krist en deus va dieubet eus lezenn ar pec’hed hag ar marv.
p'en devo o roet dit an AOTROU da Zoue, hag ez po o filet, e lakai anezho da verz, ne ri ket a emglev ganto, ne'z po ket truez outo,
ha ma vin kavet ennañ, o kaout nann va reizhder a zeufe eus al lezenn, met an hini a zeu dre ar feiz e Krist, ar reizhder a zeu eus Doue dre ar feiz.
Da Roue ar c’hantvedoù, divarvel, diwelus, da Zoue fur hepken, ra vo enor ha gloar e kantvedoù ar c’hantvedoù! Amen.
pegement muioc’h gwad Krist, hag a zo dre ar Spered peurbadus en em ginniget e-unan dinamm da Zoue, a c’hlanaio ho koustiañs eus an oberoù marv, evit ma servijot an Doue bev.
An AOTROU en deus kaset kuit a-raok deomp an holl bobloù hag an Amoreaned a oa o chom er vro. Ni ivez a servijo an AOTROU , rak hon Doue eo.
c’hwi hag a zo miret gant galloud Doue, dre ar feiz, evit ar silvidigezh prest da vezañ diskuliet en amzerioù diwezhañ.
D’an hini a c’hell ho tiwall a bep lamm hag ho lakaat d’en em ziskouez dinamm ha leun a levenez dirak e c’hloar,
An diaoul a douelle anezho a voe taolet er stank a dan hag a soufr, e-lec’h ma edo al loen hag ar fals-profed. Deiz ha noz ec’h estrenvanint evit kantvedoù ar c’hantvedoù.
An hini hag a zo nerzh Israel ne c'haouiado ket ha n'en devo ket keuz, rak n'eo ket un den evit kaout keuz.