Sant Lucas 13:34 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned34 Jeruzalem, Jeruzalem, te hag a lazh ar brofeded hag a veinata ar re a zo kaset dit, pet gwech em eus c’hoantaet dastum da vugale evel ma tastum ur yar he c’hlodad dindan he divaskell, ha n’eo ket bet fellet deoc’h! Ver CapítuloTestamant Nevez 1897 (Jenkins)34 Jerusalem, Jerusalem, te pehini a laka ar brofeted d’ar maro, hag a laz a daoliou mein ar re a vez digasset d’id, na ped gwech em euz‐me c’hoanteet dastum da vugale, evel ma tastum ar iar he lapousedigou dindan he diou‐askel, ha n’eo ket bet falvezet deoc’h! Ver Capítulo |
Perak ne'm eus kavet den pa'z on deuet? Perak n'en deus respontet den pa em eus galvet? Va dorn, ha re verr eo evit dieubiñ? Ha n'eus ket a nerzh ennon evit saveteiñ? Setu e lakaan ar mor da zisec'hañ pa c'hourdrouzan anezhañ, hag e troan ar stêrioù e gouelec'h, o fesked o vreinañ dre ziouer a zour, marvet gant ar sec'hed.