Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 13:33 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

33 Koulskoude ret eo din kerzhout hiziv, warc’hoazh hag an deiz war-lerc’h, rak ne c’hoarvez gant profed ebet mervel er-maez eus Jeruzalem.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

33 Koulskoude, red eo d’in bale hirio, varc’hoas hag an deiz varlerc’h, rag ne c’hoarvez gant profet e‐bed mervel er meaz euz a Jerusalem.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 13:33
10 Referencias Cruzadas  

Setu, e pignomp da Jeruzalem ha Mab an den a vo lakaet etre daouarn ar veleien vras ha re ar skribed. E gondaonint d’ar marv


Ar bobl a responte: Jezuz eo, ar profed eus Nazared e Galilea.


Met ar re-mañ n’en degemerjont ket, abalamour ma’z ae war-zu Jeruzalem.


Neuze Jezuz n’en em ziskouezas mui dirak an holl e-touez ar Yuzevien, met mont a reas ac’hane en ur vro tost d’al lec’h distro, d’ur gêr galvet Efraim. Hag e chomas eno gant e ziskibien.


Jezuz a respontas dezho: Ha n’eus ket daouzek eur en deiz? Mar kerzh unan bennak e-pad an deiz, ne strebot ket, abalamour ma wel sklêrijenn ar bed-mañ.


Neuze Jezuz a lavaras dezho: Ar sklêrijenn a zo c’hoazh ganeoc’h evit un nebeud amzer. Kerzhit e-pad m’hoc’h eus ar sklêrijenn, gant aon na zeufe an deñvalijenn d’ho soupren. An hini a gerzh en deñvalijenn ne oar ket pelec’h ez a.


Jezuz a lavaras dezho: Va boued eo ober bolontez an hini en deus va c’haset ha peurober e oberenn.


E-pad ma’z eo deiz, eo ret din kas da benn oberoù an hini en deus va c’haset. An noz a zeu, ha den ne c’hell labourat enni.


penaos Doue en deus olevet gant ar Spered-Santel ha gant galloud Jezuz a Nazared, a yae a lec’h da lec’h oc’h ober vat hag o yac’haat ar re holl a oa mac’het gant an diaoul, abalamour ma oa Doue gantañ.


Rak holl dud Jeruzalem hag o fennoù, o vezañ e zizanavezet, o deus peurc’hraet en ur gondaoniñ anezhañ komzoù ar brofeded a vez lennet bep deiz sabad.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos