Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Izaia 26:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Fiziit da virviken en AOTROU, rak en Aotrou AOTROU eo roc'h ar c'hantvedoù.

Ver Capítulo Copiar




Izaia 26:4
32 Referencias Cruzadas  

Ha mintin mat e savjont hag ez ejont etrezek gouelec'h Tekoa. Hag evel ma'z aent, Jozafad en em zalc'has eno hag a lavaras: Juda ha tud Jeruzalem, selaouit-me! Kredit en AOTROU ho Toue, hag e viot e surentez. Kredit e brofeded, hag e reot berzh.


Gantañ emañ brec'h ar c'hig, met ganeomp emañ an AOTROU hon Doue, evit hor sikour hag evit brezeliñ en hor brezel. Hag ar bobl en em fizias war gomzoù Ezekiaz roue Juda.


Diwar-benn ar galloud: kreñv-kenañ eo! Diwar-benn ar varnedigezh: piv a desto?


Kanaouenn ar "Maalod". Ar re a fiz en AOTROU a zo evel Menez Sion, na c'hell ket bezañ brañsellet, hag a bad da viken.


Lavarout a reas: Karout a rin ac'hanout, o AOTROU, va nerzh!


D'ar mestr-kaner; kanaouenn mibien Kora; war "Alamod".


komzoù e c'henoù a zo dousoc'h eget an amann, met ar brezel a zo en e galon, e gomzoù a zo c'hwekoc'h eget an eoul, met klezeier noazh ez int.


Na fiziit ket en taerder, ha na vezit ket touellet gant al laeroñsi. Mar kresk ar binvidigezh, na lakait ket enni ho kalon.


E Doue emañ va silvidigezh ha va gloar. Va roc'h nerzhus, va skoazell a zo e Doue.


Pobloù, fiziit ennañ e pep amzer, digorit ho kalonoù dirazañ. Doue eo hor repu.  Ehan


Ren a ra da viken dre e c'halloud, e zaoulagad a evesha ouzh ar broadoù, evit na savo ket ar re zisuj.  Ehan


An AOTROU a ren, gwisket eo a veurded. An AOTROU a zo gwisket a nerzh, gourizet eo. Evel-se emañ start ar bed ha ne vrañsell ket.


Setu, Doue eo va silvidigezh. Fiziañs am bo ha ne'm bo ket aon, an AOTROU, an AOTROU, eo va nerzh ha va meuleudi, ha bet eo va Salver.


Ankounac'haet ec'h eus Doue da silvidigezh, ne'c'h eus ket bet soñj eus roc'h da nerzh, hag en abeg da-se e plantez plantennoù plijus hag e hadez bodoù estren.


Kanañ a reot evel en noz ma vez lidet ar gouel, levenez ho po en ho kalon evel an hini a gerzh ouzh son ar fleüt, evit dont da venez an AOTROU, etrezek Roc'h Israel.


Pep hini anezho a vo evel ur gwasked ouzh an avel hag ur vod ouzh ar glav, evel gwazhioù-dour en ul lec'h sec'h, evel skeud ur roc'h vras war un douar kras.


N'ho pet ket aon ha na vezit ket spontet. Ha ne'm eus ket e roet da anavezout dit ha kemennet abaoe pell 'zo? C'hwi a zo va zestoù: Hag-eñ ez eus un doue estregedon? N'eus ket ur roc'h all, n'anavezan ket unan all.


Israel a zo salvet dre an AOTROU, gant ur silvidigezh peurbadus. Ne viot na mezhek na pinous, biken.


Lavaret e vo ac'hanon: Ar reizhder hag an nerzh a zo d'an AOTROU hepken. Dezhañ e teuio, mezhekaet, ar re holl a oa kounnaret outañ.


Piv ac'hanoc'h a zouj an AOTROU? Piv a selaou ouzh mouezh e servijer? An hini a gerzh en deñvalijenn ha n'en deus ket a sklêrijenn, ra fizio en anv an AOTROU, ha ra en em harpo war e Zoue!


Tost emañ va reizhder, erru eo va silvidigezh, ha va divrec'h a varno ar pobloù. An inizi a vo en gortoz ac'hanon, hag a fizio em brec'h.


Piv eo hemañ a zeu eus Edom, eus Bozra, gant e zilhad livadennet, o tougen e benn uhel e leunder e nerzh? Me eo an hini a gomz gant reizhder, hag a zo galloudek evit saveteiñ.


Setu, hon Doue a servijomp a c'hell hon dieubiñ eus ar fornez-dan grizias, hag e tieubo ac'hanomp eus da zorn, o roue!


Nebukadnezar a gomzas o lavarout: Benniget ra vo Doue Shadrak, Meshak hag Abed-Nego, en deus kaset e ael ha dieubet e servijerien o doa fiziet ennañ, o doa torret urzh ar roue ha kinniget o c'horfoù, evit chom hep servijañ hag azeuliñ doue all ebet nemet o Doue!


Jezuz a dostaas outo, a gomzas outo hag a lavaras: Pep galloud a zo bet roet din en neñv ha war an douar.


ha n’hon lez ket da gouezhañ en temptadur, met hon diwall diouzh an droug, rak dit eo ar ren, ar galloud hag ar gloar da viken. Amen.


Jeshurun a zo deuet da vezañ lart hag en deus rebarbet. Deuet out da vezañ lart, tev ha kuilh! Dilezet en deus an Doue en deus graet anezhañ, disprizet en deus roc'h e silvidigezh.


Eñ eo ar roc'h, e oberoù a zo peurvat, e holl hentoù a zo ur varnedigezh, un Doue leal eo, hep direizhder, gwirion hag eeun.


Ur repu eo an Doue a zo a bep amzer, dindan e zivrec'h peurbadus. Kaset en deus kuit a-zirazout an enebour, hag en deus lavaret: Distruj!


Gallout a ran pep tra dre Grist a nerzheka ac’hanon.


Nikun n'eo santel evel an AOTROU , n'eus hini all ebet nemedout, n'eus roc'h ebet evel hon Doue.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos