Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Izaia 26:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 Lakaat a ra da ziskenn ar re a zo o chom en nec'h, pilat ar ra ar gêr savet e-krec'h, he fil betek an douar, he zaol er boultrenn.

Ver Capítulo Copiar




Izaia 26:5
18 Referencias Cruzadas  

Na'z pez ket soñj eus hon direizhder tremenet, ra hasto da druez dont d'hor c'havout, rak deuet omp gwall ezhommek.


Me a gastizo ar bed en abeg d'e fallagriezh, hag ar re zrouk evit o direizhder, lakaat a rin da baouez lorc'h ar re rok, hag e tiskarin balc'hder ar waskerien.


Te a lavare ez kalon: Pignat a rin d'an neñvoù, sevel a rin va zron dreist stered Doue, azezañ a rin war venez ar vodadeg, e pennoù an hanternoz,


Rak AOTROU an armeoù en devo e zeiz, a-enep kement a zo lorc'hus ha rok, a-enep kement en em sav, evit e izelaat,


Kêr dizoare a zo distrujet, pep ti a zo serret, n'eer ken ennañ.


Eus ar gêr ec'h eus graet ur bern mein, hag eus ar geoded nerzhus un dismantr. Kreñvlec’h an diavaezidi n'eo ket ken ur gêr, ne vo biken adsavet.


Met ar goadeg a vo diskaret dindan ar grizilh, ha kêr a vo izelaet-kenañ.


Diskenn hag azez er boultrenn, gwerc'hez merc'h Babilon, azez d'an douar, hep tron, merc'h ar Galdeiz, rak ne vi ken anvet: Tener ha plijus.


Babilon a zeuio da vezañ ur bern distruj, toulloù evit an aourgon, ur souezh hag ur c'hoapadenn, ha ne vo den o chom enni.


hag e lavari: Evel-se e vo beuzet Babilon, ha n'adsavo ket eus an droug ez an da lakaat da zont warni. Bec'hiet e vint! Betek amañ emañ komzoù Jeremiaz.


An Aotrou en deus distrujet, didruez, holl lec'hioù plijus Jakob. Diskaret en deus, en e fulor, kreñvlec'hioù merc'h Juda, o zaolet en deus d'an douar. Disakret en deus ar rouantelezh hag he fennoù.


Mac'hañ a raio da holl straedoù gant karnioù e gezeg, hag e lazho da bobl gant ar c'hleze, ha savadurioù da c'halloud a vo diskaret d'an douar.


Da galon a zo en em uhelaet en abeg da'z kaerder, hag ec'h eus gwashaet da furnez en abeg da'z splannder. Da deurel a rin d'an douar, hag e lakain ac'hanout dirak ar rouaned evit ma sellint ouzhit.


Gant ur vouezh kreñv hag uhel e krias o lavarout: Kouezhet eo, kouezhet eo Babilon vras, deuet eo da vezañ ur chomlec’h d’an diaouled, un toull-kuzh da bep spered hudur ha da bep labous dic’hlan hag euzhus.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos