Met ar beorien a varno gant reizhder, hag e roio e soñj diwar-benn ezhommeien an douar gant eeunder; skeiñ a raio ouzh an douar gant gwialenn e c'henoù, hag e lakaio d'ar marv an den fall gant c'hwezh e vuzelloù.
Mibien d'ar re a waske ac'hanout a zeuio ivez da'z kavout en ur stouiñ. Ar re holl a zisprize ac'hanout a zaoulino ouzh solioù da dreid hag a anvo ac'hanout: Kêr an AOTROU, Sion Sant Israel.
Setu perak, selaouit ar pezh a fell d'an AOTROU ober a-enep Babilon, hag ar soñjoù en deus graet a-enep bro ar Galdeiz: A-dra-sur e vint stlejet evel re vihanañ an tropell, a-dra-sur e vo distrujet o ziez warno!
Hag ar rouantelezh, ar vestroniezh, braster ar rouantelezhioù a zo dindan an neñvoù a vo roet da bobl sent an Uhel-Meurbet. E rouantelezh a vo ur rouantelezh peurbadus, hag an holl c'halloudoù a servijo anezhañ hag a sento outañ.
En deiz-se ne vi ken mezhek en abeg d'an holl oberoù ec'h eus pec'het drezo a-enep din; rak neuze e lamin eus da greiz an holl re a zo bet laouen gant da lorc'h, ha ne gendalc'hi ken da vezañ lorc'hus war venez va santelezh.
Eveshait, breudeur, penaos en ho touez c’hwi hag a zo bet galvet, n’eus ket kalz a dud fur hervez ar c’hig, na kalz a dud galloudek, na kalz a dud nobl.
Selaouit, va breudeur karet-mat, ha Doue n’en deus ket dibabet ar re baour eus ar bed-mañ evit ma vint pinvidik er feiz hag heritourien ar rouantelezh en deus prometet d’ar re a gar anezhañ?
Pa o doe degaset ar rouaned-se da Jozue, Jozue a c'halvas holl dud Israel, hag e lavaras da ofiserien an dud a vrezel a oa aet gantañ: Tostait ha lakait ho treid war c'houzougoù ar rouaned-mañ. Hag e tostajont hag e lakajont o zreid war o gouzougoù.
Setu, e roin dit reoù eus sinagogenn Satan, en em lavar Yuzevien ha n’int ket met a lavar gevier. Setu, me a lakaio anezho da zont evit ma taoulinint da’z treid ha ma ouezint penaos em eus da garet.