Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Filipiz 3:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 ha ma vin kavet ennañ, o kaout nann va reizhder a zeufe eus al lezenn, met an hini a zeu dre ar feiz e Krist, ar reizhder a zeu eus Doue dre ar feiz.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

9 ha beza kavet enhan, o kaout nann va justis va‐unan, a zo hervez al lezen, mes an hini a zeu dre ar feiz er C’hrist, ar justis euz a Zoue dre ar feiz;

Ver Capítulo Copiar




Filipiz 3:9
56 Referencias Cruzadas  

An holl draoù bev a oa war-c'horre an douar a voe distrujet, adalek an dud betek al loened, betek ar stlejviled ha betek laboused an neñvoù, hag e voent distrujet diwar-c'horre an douar. Ne vanas nemet Noe hag ar pezh a oa gantañ en arc'h.


P'o devo pec'het a-enep dit, rak n'eus den ha na bec'h ket, hag e vi fuloret a-enep dezho, hag e roi anezho d'o enebourien, hag e vint harluet d'ur vro enebour bell pe dost gant ar re o devo o c'hemeret,


Met Ezekiaz ne voe ket anaoudek eus ar vadelezh en doa resevet, rak e galon a savas. Hag e voe kounnar a-enep dezhañ, hag a-enep Juda ha Jeruzalem.


Ha pa gasas pennoù roue Babilon kannaded etrezek ennañ evit klevout diwar-benn ar burzhud a oa en em gavet er vro, Doue a zilezas anezhañ evit e amprouiñ, e-sell da c'houzout ar pezh a oa en e galon.


An holl a zo dianket, deuet int da vezañ diroll holl asambles, n'eus den a rafe ar mad, n'eus ket unan zoken.


Ned a ket da varn da servijer, rak den bev ebet ne vo reizh dirazout.


Da servijer a zo sklêrijennet ganto, ur gopr bras a zo evit an hini a vir anezho.


A-dra-sur war an douar n'eus den reizh ebet a rafe ar mad ha na bec'hfe ket.


Lakaat a ran va reizhder da dostaat, n'emañ ket pell, va silvidigezh ne zaleo ket. Lakaat a rin e Sion va silvidigezh hag en Israel va gloar.


Gwelout a raio frouezh trevell e ene, hag e vo gwalc'het anezhañ. Va servijer reizh a reishaio kalz a dud dre an anaoudegezh o devo anezhañ, hag eñ e-unan a zougo o direizhder.


Bez' e oamp holl dianket evel deñved, pep hini ac'hanomp a heulie e hent e-unan, hag an AOTROU en deus lakaet da vont warnañ hon direizhder deomp-ni holl.


Neuze em eus lavaret: Gwalleur din! Kollet on! Rak un den dic'hlan e vuzelloù ez on, hag emaon o chom e-kreiz ur bobl dic'hlan o muzelloù, ha va daoulagad o deus gwelet ar Roue, AOTROU an armeoù.


En deizioù-se e vo salvet Juda, hag Israel a vo o chom e surentez, ha setu an anv ma vo galvet: An AOTROU hor reizhder.


En deizioù-se e vo salvet Juda, ha Jeruzalem a vo o chom e surentez, ha setu an anv ma vo galvet: An AOTROU hor reizhder.


Dek sizhunvezh ha tri-ugent a zo divizet war da bobl ha war da gêr santel evit terriñ an disentidigezh, evit lakaat termen d'ar pec'hedoù, evit ober dic'haou evit an direizhder, evit degas ar reizhder peurbadus, evit siellañ ar weledigezh hag ar brofediezh, evit oleviñ Sant ar sent.


It eta ha deskit ar pezh a zo lavaret gant ar c’homzoù-mañ: Trugarez a fell din ha nann aberzhoù, rak n’on ket deuet evit gervel ar re reizh d’ar geuzidigezh, met ar bec’herien.


Rak ennañ eo diskuliet reizhder Doue eus ar feiz hag evit ar feiz, hervez ma’z eo skrivet: An hini reizh a vevo dre ar feiz.


Rak krediñ a reer gant ar galon evit kaout ar reizhder, hag anzav a reer gant ar genoù evit kaout ar silvidigezh.


Saludit Andronikuz ha Juniaz, va c’herent ha va c’henbrizonidi. Enoret int e-touez an ebestel, ha zoken o deus kredet e Krist araozon.


hag, evel m’en deus ar pec’hed renet er marv, e reno ar c’hras ivez dre ar reizhder evit reiñ ar vuhez peurbadus dre Jezuz-Krist hon Aotrou.


N’eus ken eta bremañ kondaonidigezh ebet evit ar re a zo e Jezuz-Krist, ar re a gerzh nann hervez ar c’hig met hervez ar spered.


Rak ar pezh a oa dibosupl d’al lezenn, abalamour ma oa dinerzh dre ar c’hig, Doue, en ur gas e Vab e-unan en ur c’hig heñvel ouzh hini ar pec’hed, hag en abeg d’ar pec’hed, a gondaonas ar pec’hed er c’hig,


Ha drezañ eo ez oc’h e Jezuz-Krist, an hini a zo bet graet deomp a-berzh Doue, furnez, reizhder, santeladur ha dasprenadur,


Ha ma’z emañ unan bennak e Krist, hemañ a zo ur grouadenn nevez. An traoù kozh a zo tremenet, setu, an holl draoù a zo deuet da vezañ nevez.


Rak lakaet eo bet gantañ da vezañ pec’hed abalamour deomp an hini n’en deus ket anavezet ar pec’hed, evit ma teuimp da vezañ reizhder Doue ennañ.


oc’h anavezout n’eo ket reishaet an den dre oberoù al lezenn met dre ar feiz eus Jezuz-Krist, hon eus hon-unan kredet e Jezuz-Krist, evit bezañ reishaet dre ar feiz e Krist ha nann dre oberoù al lezenn, rak kig ebet ne vo reishaet dre oberoù al lezenn.


Milliget ra vo an hini na beurc'hraio ket komzoù al lezenn-mañ ha na raio ket diouto! Hag an holl bobl a lavaro: Amen!


heskiner an Iliz e-keñver ar gred, divlam e-keñver reizhder a zo el lezenn.


en deus hor salvet hag hor galvet dre ur c’halvedigezh santel, nann hervez hon oberoù, met hervez e ziviz e-unan hag hervez e c’hras a zo bet roet deomp e Jezuz-Krist a-raok an amzerioù peurbadus,


en deus hor salvet, nann abalamour d’an oberoù a reizhder hor bije graet, met hervez e drugarez, dre walc’hadenn an eil c’hinivelezh ha dre nevezidigezh ar Spered-Santel,


evit ma hor bo ur frealz galloudek, dre an daou dra digemmus-se na c’hell ket Doue gaouiadiñ enno, ni hag a glask ur repu e perc’hennidigezh nerzhus an esperañs kinniget deomp.


Strebotiñ a reomp holl e meur a dra. Ma ez eus unan bennak ha ne strebot ket pa gomz, un den peurvat eo, un den a c’hell mestroniañ ivez e gorf a-bezh.


Simon-Pêr, servijer hag abostol Jezuz-Krist, d’ar re o deus resevet da lod ur feiz ken prizius hag hon hini, dre reizhder hon Doue ha Salver Jezuz-Krist:


Piv bennak a bec’h a dorr ivez al lezenn, rak ar pec’hed a zo un dorridigezh eus al lezenn.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos