2 Samuel 9:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
David a lavaras dezhañ: Na'z pez ket aon, rak a-dra-sur e rin vad dit, abalamour da Jonatan da dad, hag e roin dit holl zouaroù Saül da dad, hag e tebri bara da viken ouzh va zaol.
An dud-mañ o doe aon pa voent kaset da di Jozef, hag e lavarjont: Abalamour d'an arc'hant a voe adlakaet en hor seier ar wech kentañ eo e kaser ac'hanomp, evit en em daoler hag en em stlaper warnomp, hag hor c'hemer evit sklaved ha kregiñ en hon ezen.
Eñ a lavaras: Ra vo ar peoc'h ganeoc'h! N'ho pet ket aon, ho Toue eo. Doue ho tad eo an hini en deus roet un teñzor deoc'h en ho seier, resevet em eus hoc'h arc'hant. Hag e tegasas dezho Simeon.
roet em eus zoken dit ti da aotrou, ha gwragez da aotrou war da vruched, hag em eus roet dit ti Israel ha Juda, ha ma vije nebeut, em bije roet dit tra pe dra.
Petra bennak ma n'eo an holl re eus ti va zad nemet tud dellezek a varv a-berzh ar roue va aotrou, koulskoude ec'h eus lakaet da servijer e-touez ar re a zebre ouzh da daol. Peseurt droed em befe c'hoazh da glemm e-kichen ar roue?
Labourat a ri evitañ an douaroù-se, te ha da vibien ha da servijerien, hag e tastumi ar frouezh anezho, evit m'en devo mab da vestr bara da zebriñ. Ha Mefiboshed mab da vestr a zebro da viken ouzh va zaol. Ziba en doa pemzek mab hag ugent servijer.
Ziba a lavaras d'ar roue: Da servijer a raio kement en deus gourc'hemennet ar roue va aotrou d'e servijer. Ha Mefiboshed, eme ar roue, a zebro ouzh va zaol evel unan eus mibien ar roue.
Ar roue a lavaras: Ha n'eus den ken eus ti Saül, ma rin en e geñver trugarez hervez Doue? Ha Ziba a respontas d'ar roue: Bez' ez eus c'hoazh ur mab da Jonatan, mac'hagnet e dreid.
Diwar-benn mibien Barzilhai ar Galaadad, e vi madelezhus en o c'heñver, hag e vint gant ar re a zebro ouzh da daol, rak deuet int etrezek ennon pa dec'hen dirak Absalom da vreur.