Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Samuel 21:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 Ar roue a espernas Mefiboshed mab Jonatan, mab Saül, en abeg d'al le o doa graet etrezo dirak an AOTROU, David ha Jonatan mab Saül.

Ver Capítulo Copiar




2 Samuel 21:7
16 Referencias Cruzadas  

Neuze ar roue a lavaras da Ziba: Setu, kement a zo da Vefiboshed a zo dit. Ziba a lavaras: Stouiñ a ran! Ra gavin trugarez dirak da zaoulagad, o roue va aotrou!


Pa voe deuet da Jeruzalem en arbenn d'ar roue, e lavaras ar roue dezhañ: Perak ne oas ket deuet ganin Mefiboshed?


Jonatan mab Saül en doa ur mab mac'hagnet e dreid. Pa oa oadet a bemp bloaz, pa zeuas eus Jizreel ar c'heloù diwar-benn Saül ha Jonatan, e vagerez en kemeras hag a dec'has, hag evel ma'c'h haste tec'hout, e kouezhas hemañ, hag e teuas da vezañ kamm. E anv a oa Mefiboshed.


Neuze e lavaras David: Ha ne van eta den eus ti Saül, evit ma rin vad dezhañ abalamour da Jonatan?


Labourat a ri evitañ an douaroù-se, te ha da vibien ha da servijerien, hag e tastumi ar frouezh anezho, evit m'en devo mab da vestr bara da zebriñ. Ha Mefiboshed mab da vestr a zebro da viken ouzh va zaol. Ziba en doa pemzek mab hag ugent servijer.


Pa voe deuet Mefiboshed mab Jonatan, mab Saül, da gavout David, e kouezhas war e zremm, hag e stouas. David a lavaras: Mefiboshed! Hag e respontas: Da servijer!


David a lavaras dezhañ: Na'z pez ket aon, rak a-dra-sur e rin vad dit, abalamour da Jonatan da dad, hag e roin dit holl zouaroù Saül da dad, hag e tebri bara da viken ouzh va zaol.


Me a lavar: Mir gourc'hemenn ar roue, ha kement-se abalamour d'al le graet da Zoue.


Neuze Jonatan a reas emglev gant David, dre ma kare anezhañ evel e ene.


Jonatan a lavaras da Zavid: Dre an AOTROU Doue Israel, e furchin va zad warc'hoazh war-dro d'an eur-mañ, pe goude warc'hoazh. Ha setu, mar bez tuet mat e-keñver David, ma ne gasan ket da'z kavout ha ma ne roan ket did da c'houzout,


ha ma ne denni ket da vadelezh eus va zi, da viken, zoken p'en devo dilamet an AOTROU holl enebourien David diwar-c'horre an douar.


Jonatan a lakaas c'hoazh David da douiñ dre ar garantez a zouge dezhañ. Rak karout a rae anezhañ evel e ene.


Jonatan a lavaras da Zavid: Kae e peoc'h, hervez ar pezh hon eus touet hon daou en anv an AOTROU o lavarout: An AOTROU a vo etre me ha te, hag etre va lignez ha da lignez, da viken.


Bez madelezhus gant da servijer, pa ec'h eus lakaet da servijer da vont en un emglev ganit dirak an AOTROU . Mard eus ennon un direizhder bennak, va laka d'ar marv da-unan, rak perak am c'hasfes da'z tad?


Ober a rejont eta o-daou un emglev dirak an AOTROU . Ha David a chomas er goadeg, ha Jonatan a zistroas d'e di.


David a douas da Saül. Neuze Saül a yeas d'e di, ha David hag e dud a bignas d'ar c'hreñvlec'h.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos