2 Samuel 21:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
6 ra vo roet deomp seizh den eus e vibien, hag o c'hrougimp dirak an AOTROU war grec'hienn Saül, an hini dibabet gant an AOTROU. Ar roue a lavaras: Me o roio.
Akitofel, o welout ne oa ket graet ar pezh en doa aliet, a zibras e azenn, a savas hag a yeas d'e di en e gêr. Goude m'en doe lakaet urzh en e di, en em grougas hag e varvas. Hag e voe sebeliet e bez e dad.
Petra bennak ma n'eo an holl re eus ti va zad nemet tud dellezek a varv a-berzh ar roue va aotrou, koulskoude ec'h eus lakaet da servijer e-touez ar re a zebre ouzh da daol. Peseurt droed em befe c'hoazh da glemm e-kichen ar roue?
Hag eus va ferzh eo roet an urzh-mañ: Ma kemm unan bennak an urzh-mañ, ra vo lamet diouzh e di ur c'hoad a vo lakaet en e sav, evit ma vo staget outañ, hag eus e di ra vo graet ur bern lastez.
Neuze e krougas ouzh ur c'hoad roue Ai betek an noz. Da guzh-heol, Jozue a c'hourc'hemennas ma vije diskennet e gorf diouzh ar c'hoad, hag e voe taolet ouzh toull-dor kêr; hag e voe savet warnañ ur bern mein bras, a zo chomet betek hiziv.
Samuel a gemeras ur vured eoul, a skuilhas war benn Saül, hag e pokas dezhañ, hag e lavaras: An AOTROU , ha n'en deus ket da olevet evit bezañ rener war e hêrezh?
Samuel a lavaras d'an holl bobl: Hag e welit an hini en deus dibabet an AOTROU? N'eus den ebet e-touez an holl bobl a vefe heñvel outañ. Hag an holl bobl a laoskas kriadennoù a levenez o lavarout: Ra vevo ar roue!