Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Samuel 12:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 roet em eus zoken dit ti da aotrou, ha gwragez da aotrou war da vruched, hag em eus roet dit ti Israel ha Juda, ha ma vije nebeut, em bije roet dit tra pe dra.

Ver Capítulo Copiar




2 Samuel 12:8
11 Referencias Cruzadas  

Evel-henn e komz an AOTROU: Setu ez an da lakaat da zont er-maez eus da di da-unan ar gwalleur a-enep dit. Me a gemero da wragez dirak da zaoulagad, hag o roin da unan eus da gerent a gousko gant da wragez dirak an heol.


An hini pinvidik en doa ejened ha deñved e-leizh.


Tud Juda a zeuas da oleviñ eno David da roue war di Juda. Hag e voe kaset ur c'heloù da Zavid o lavarout: Tud Jabez Galaad o deus sebeliet Saül.


Ren a reas war Juda en Hebron seizh vloaz ha c'hwec'h miz, hag e renas tri bloaz ha tregont e Jeruzalem war holl Israel ha Juda.


Met nebeut a dra eo c'hoazh da'z taoulagad, o Aotrou AOTROU! Komzet ec'h eus diwar-benn ti da servijer evit un amzer bell. Ha kement-se eo doare d'ober an dud, o Aotrou AOTROU?


David a lavaras dezhañ: Na'z pez ket aon, rak a-dra-sur e rin vad dit, abalamour da Jonatan da dad, hag e roin dit holl zouaroù Saül da dad, hag e tebri bara da viken ouzh va zaol.


Met ar roue Salomon a respontas, o lavarout d'e vamm: Ha perak e c'houlennez Abishag ar Sunamitez evit Adonija? Goulenn eta ar rouantelezh evitañ, rak va breur henañ eo, evitañ, hag evit an aberzhour Abiatar, hag evit Joab mab Zeruja!


Rak un devezh ez leurioù a zo gwelloc'h eget mil e lec'h all. Gwelloc'h eo din en em zerc'hel war dreuzoù ti va Doue, eget bezañ o chom e teltennoù ar re zrouk,


Met te, Aotrou, a zo un Doue truezus ha trugarezus, gorrek da gounnariñ, fonnus e madelezh hag e fealded.


Eñ ha n’en deus ket espernet e Vab e-unan, met en deus e roet evidomp holl, penaos ne roio ket pep tra deomp gantañ?


Perak ne'c'h eus ket sentet ouzh mouezh an AOTROU? Perak ez out en em daolet war ar preizh, hag ec'h eus graet ar pezh a zisplij d'an AOTROU?


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos