Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Samuel 12:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 Neuze e lavaras Natan da Zavid: Te eo an den-se! Evel-henn e komz an AOTROU Doue Israel: Da olevet em eus da roue war Israel, ha da zieubet em eus eus dorn Saül,

Ver Capítulo Copiar




2 Samuel 12:7
22 Referencias Cruzadas  

Ar vaouez a lavaras: Perak ec'h eus soñjet en un dra evel-se a-enep pobl Doue? Rak o lavarout ar c'homzoù-se, en em zisklêr ar roue kablus, pa ne ra ket gervel an hini en deus kaset kuit.


Ha David a lavaras d'an AOTROU komzoù ar ganaouenn-mañ p'en doe an AOTROU dieubet anezhañ eus dorn e holl enebourien hag eus dorn Saül.


am zenn eus va enebourien, am uhela dreist ar re savet em enep, am dieub eus an den taer.


Bremañ e komzi evel-henn da Zavid va servijer: Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Da gemeret em eus er peurvanoù e-kichen an deñved, evit bezañ penn war va fobl Israel,


Kae ha lavar da Jeroboam: Evel-henn e komz an AOTROU Doue Israel: Savet em eus ac'hanout a-douez ar bobl, da lakaet em eus da rener war va fobl Israel,


Hag e respontas: Ne'm eus ket trubuilhet Israel, met te eo ha ti da dad, dre ma hoc'h eus dilezet gourc'hemennoù an AOTROU, ha ma'z out aet war-lerc'h ar Baaloù.


Hag evel ma oa da servijer oc'h ober war-dro traoù all, eo tec'het an den. Roue Israel a respontas dezhañ: Da varnedigezh eo, disklêriet ec'h eus-te da-unan!


An den-mañ a lavaras: Evel-henn e komz an AOTROU: Dre ma ec'h eus lezet da vont eus da zaouarn an den am boa lakaet da verz, da vuhez a vo evit e vuhez ha da bobl evit e bobl.


D'ar mestr-kaner; salm David, servijer an AOTROU, a lavaras d'an AOTROU komzoù ar ganaouenn-mañ p'en doe an AOTROU dieubet anezhañ eus dorn e holl enebourien hag eus dorn Saül.


Ar profed Jeremiaz a lavaras an holl gomzoù-mañ da Sedesia roue Juda e Jeruzalem.


te eo, o roue! Te hag a zo deuet da vezañ bras ha kreñv, da vraster en deus kresket betek stekiñ ouzh an neñvoù, ha da ren en em astenn betek pennoù an douar.


Jezuz, o vezañ aet er-maez, a welas ul lod bras a dud, en doe truez outo hag a yac’haas o c’hlañvourien.


Neuze Samuel a lavaras da Saül: Graet ec'h eus follentez, ne'c'h eus ket miret ar gourc'hemenn en deus roet dit an AOTROU da Zoue. Rak an AOTROU en dije bremañ startaet da ren war Israel da viken.


Samuel a lavaras: Pa oas izel ouzh da zaoulagad, ha n'out ket deuet da benn war veuriadoù Israel, ha n'en deus ket da olevet an AOTROU da roue war Israel?


Neuze Samuel a gemeras ar c'horn eoul hag a olevas anezhañ e-touez e vreudeur. Hag adalek an deiz-se e krogas Spered an AOTROU en David. Ha Samuel a savas hag a yeas da Rama.


Saül a stlapas e c'hoaf o lavarout ennañ e-unan: Skeiñ a rin David ouzh ar voger. Met David en em zistroas dioutañ div wech.


Saül a lavaras: He reiñ a rin dezhañ, evit ma vo evitañ ur pech ha ma vo dorn ar Filistined warnañ. Saül a lavaras eta da Zavid evit an eil gwech: Va mab-kaer e vi hiziv.


David a chomas er gouelec'h, e kreñvlec'hioù, hag en em zalc'has war ar menez e gouelec'h Zif. Saül a glaske anezhañ bemdez, met ne voe ket deroet gant Doue etre e zaouarn.


Lavaret e voe da Saül e oa deuet David da Geila, ha Saül a lavaras: Doue en deus e lakaet etre va daouarn, rak en em serret en deus en ur vont en ur gêr he deus dorojoù ha prennoù.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos