Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Samuel 9:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 Labourat a ri evitañ an douaroù-se, te ha da vibien ha da servijerien, hag e tastumi ar frouezh anezho, evit m'en devo mab da vestr bara da zebriñ. Ha Mefiboshed mab da vestr a zebro da viken ouzh va zaol. Ziba en doa pemzek mab hag ugent servijer.

Ver Capítulo Copiar




2 Samuel 9:10
10 Referencias Cruzadas  

Hag ar roue a lavaras: Met pelec'h emañ mab da vestr? Ha Ziba a respontas d'ar roue: Setu, chomet eo e Jeruzalem, rak lavaret en deus: Hiziv ti Israel a roio en-dro din rouantelezh va zad.


Ur vag a dremenas ivez evit dougen tiegezh ar roue hag evit ober evel ma plijfe dezhañ. Neuze Shimei mab Gera en em daolas d'an douar dirak ar roue, evel ma tremene ar Jordan.


Petra bennak ma n'eo an holl re eus ti va zad nemet tud dellezek a varv a-berzh ar roue va aotrou, koulskoude ec'h eus lakaet da servijer e-touez ar re a zebre ouzh da daol. Peseurt droed em befe c'hoazh da glemm e-kichen ar roue?


Ar roue a espernas Mefiboshed mab Jonatan, mab Saül, en abeg d'al le o doa graet etrezo dirak an AOTROU, David ha Jonatan mab Saül.


David a lavaras dezhañ: Na'z pez ket aon, rak a-dra-sur e rin vad dit, abalamour da Jonatan da dad, hag e roin dit holl zouaroù Saül da dad, hag e tebri bara da viken ouzh va zaol.


Diwar-benn mibien Barzilhai ar Galaadad, e vi madelezhus en o c'heñver, hag e vint gant ar re a zebro ouzh da daol, rak deuet int etrezek ennon pa dec'hen dirak Absalom da vreur.


Goude ma voe cheñchet e zilhad prizonier dezhañ, e tebras dalc'hmat dirazañ e-pad holl amzer e vuhez.


Peadra e vuhez pemdeziek a voe roet dezhañ a-berzh roue Babilon, bemdez, betek deiz e varv, e-pad holl amzer e vuhez.


Unan eus ar re a oa ouzh taol, o vezañ klevet kement-se, a lavaras dezhañ: Eürus an hini a zebro bara e rouantelezh Doue!


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos