Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Samuel 9:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 Pa voe deuet Mefiboshed mab Jonatan, mab Saül, da gavout David, e kouezhas war e zremm, hag e stouas. David a lavaras: Mefiboshed! Hag e respontas: Da servijer!

Ver Capítulo Copiar




2 Samuel 9:6
12 Referencias Cruzadas  

Sevel a reas e zaoulagad hag e sellas: setu, tri den a oa en o sav dirazañ. Adalek ma o gwelas, e redas a-raok dezho eus toull-dor e deltenn hag e stouas d'an douar.


Eñ e-unan a dremenas a-raok dezho hag a stouas d'an douar seizh gwech betek ma voe tostaet ouzh e vreur.


O sellout a-dreñv dezhañ, em gwelas hag em galvas. Hag e respontis: Setu-me amañ.


Neuze ar roue a lavaras da Ziba: Setu, kement a zo da Vefiboshed a zo dit. Ziba a lavaras: Stouiñ a ran! Ra gavin trugarez dirak da zaoulagad, o roue va aotrou!


Ar roue a espernas Mefiboshed mab Jonatan, mab Saül, en abeg d'al le o doa graet etrezo dirak an AOTROU, David ha Jonatan mab Saül.


Jonatan mab Saül en doa ur mab mac'hagnet e dreid. Pa oa oadet a bemp bloaz, pa zeuas eus Jizreel ar c'heloù diwar-benn Saül ha Jonatan, e vagerez en kemeras hag a dec'has, hag evel ma'c'h haste tec'hout, e kouezhas hemañ, hag e teuas da vezañ kamm. E anv a oa Mefiboshed.


Neuze ar roue David a gasas d'e gerc'hat eus ti Makir mab Amiel, e Lodebar.


Mab Jonatan a voe Meribbaal. Meribbaal a voe tad da Vika.


Mab Jonatan a voe Merib-Baal. Merib-Baal a voe tad da Vika.


Ar paotr a yeas kuit. David a savas ouzh tu ar c'hreisteiz hag en em daolas, e zremm d'an douar, hag e stouas teir gwech. Goude e pokjont an eil d'egile hag e oueljont o-daou, ha zoken David a ouelas gwall galz.


Pa welas Abigail eta David, e hastas diskenn diwar hec'h azen d'en em deurel war he dremm dirak David, hag e stouas d'an douar.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos