Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Samuel 22:23 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

23 Chom ganin ha na'z pez ket aon, rak an hini a glask va buhez a glask da hini. Diwallet mat e vi ganin.

Ver Capítulo Copiar




1 Samuel 22:23
11 Referencias Cruzadas  

David a lavaras dezhañ: Na'z pez ket aon, rak a-dra-sur e rin vad dit, abalamour da Jonatan da dad, hag e roin dit holl zouaroù Saül da dad, hag e tebri bara da viken ouzh va zaol.


Hag en em guzulias gant Joab mab Zeruja ha gant an aberzhour Abiatar; ar re-mañ a sikouras hag a heulias Adonija.


Goude-se ar roue a lavaras d'an aberzhour Abiatar: Kae da Anatod, war da zouaroù, rak ez out dellezek eus ar marv, koulskoude ne lakain ket ac'hanout d'ar marv hiziv, rak douget ec'h eus arc'h an Aotrou AOTROU dirak David va zad, hag ec'h eus bet perzh en holl c’hlac’haroù va zad.


Neuze e roint ac’hanoc’h evit bezañ poaniet hag e lazhint ac’hanoc’h, hag e viot kasaet gant an holl vroadoù abalamour da’m anv.


Ho pet soñj eus ar ger am eus lavaret deoc’h: Ar servijer n’eo ket brasoc’h eget e vestr. Ma o deus va gwallgaset, e wallgasint ivez ac’hanoc’h, ha ma o deus miret va ger, e virint ivez hoc’h hini.


E-pad ma oan ganto er bed, e tiwallen anezho en da anv. Miret em eus ar re ac’h eus roet din, hag hini ebet anezho n’eo en em gollet, nemet mab ar gollidigezh, evit ma vije peurc’hraet ar Skritur.


Kement-mañ evit ma vije peurc’hraet ar gomz en doa lavaret: Ne’m eus kollet hini ebet eus ar re ac’h eus roet din.


hag e lavaras dezhañ: Na'z pez ket aon, rak dorn Saül va zad ne gavo ket ac'hanout, met ren a ri war Israel, hag e vin an eil war da lerc'h. Saül va zad a oar kement-se ivez.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos