Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Samuel 23:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Hag e voe lavaret da Zavid evel-henn: Setu emañ ar Filistined oc'h ober brezel e Keila, hag e riñsont al leurioù.

Ver Capítulo Copiar




1 Samuel 23:1
9 Referencias Cruzadas  

Neuze an houarn, ar pri, an arem, an arc'hant hag an aour a voe bruzunet a-gevret, hag e teujont da vezañ evel plouz eus al leur en hañv, kaset kuit gant an avel, ha ne vanas netra diouto. Met ar maen en doe skoet gant an delwenn a zeuas da vezañ ur menez bras, hag a leunias an douar holl.


setu amañ neuze ar pezh a rin deoc’h: Lakaat a rin ar spont da zont warnoc’h, an diviañs hag an derzhienn, hag e kuzumint ho taoulagad hag e skuizhint hoc’h ene; hadañ a reot en aner ho had rak hoc’h enebourien en debro;


Hadañ a ri met ne vedi ket, gwaskañ a ri an olivez met n'en em olevi ket gant eoul, rezin az po met n'evi ket gwin.


Ur bobl na'z po ket anavezet a zebro frouezh da zouar, da holl labour, ha ne vi bepred nemet heskinet ha mac'het.


a zebro frouezh da loened ha frouezh da zouar, betek ma vi distrujet. Ne lezo dit na gwinizh, na gwin, nag eoul, na klodadoù da saout ha da zeñved, betek ma vi distrujet,


Keila, Akzib, Maresha. Ar c'hêrioù-se: nav, gant o c'hêriadennoù.


Ael an AOTROU a zeuas hag a azezas dindan an dervenn a oa en Ofra hag a oa da Joaz an Abiezerad. Gedeon e vab a zorne an ed er waskell, evit e guzhat a-zirak Madian.


Hag e kampent a-enep dezhañ, hag e tistrujent eostoù ar vro betek Gaza, ha ne lezent ket bevañs en Israel, na dañvad nag ejen nag azen.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos