Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 52:33 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

33 Goude ma voe cheñchet e zilhad prizonier dezhañ, e tebras dalc'hmat dirazañ e-pad holl amzer e vuhez.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 52:33
9 Referencias Cruzadas  

Faraon a gasas da c'hervel Jozef, a oa lakaet buan er-maez eus an toull-bac'h. Aotennet e oa, lakaet e oa da cheñch e zilhad, hag e teuas da gavout Faraon.


Faraon a lamas e walenn diwar e zorn hag he lakaas ouzh dorn Jozef. Hag e wiskas anezhañ gant dilhad lin fin, hag e lakaas ur gelc'henn aour en-dro d'e c'houzoug.


Mefiboshed a oa o chom e Jeruzalem, rak dalc'hmat e tebre ouzh taol ar roue. Hag e oa mac'hagnet eus e zaoudroad.


David a lavaras dezhañ: Na'z pez ket aon, rak a-dra-sur e rin vad dit, abalamour da Jonatan da dad, hag e roin dit holl zouaroù Saül da dad, hag e tebri bara da viken ouzh va zaol.


Diwar-benn mibien Barzilhai ar Galaadad, e vi madelezhus en o c'heñver, hag e vint gant ar re a zebro ouzh da daol, rak deuet int etrezek ennon pa dec'hen dirak Absalom da vreur.


Goude ma voe cheñchet e zilhad prizonier dezhañ, e tebras dalc'hmat dirazañ e-pad holl amzer e vuhez.


AOTROU, selaou, az pez truez ouzhin! AOTROU, bez va sikour!


Hemañ a gemeras ar gomz hag a lavaras d'ar re en em zalc'he dirazañ: Lamit e zilhad lous diwarnañ. Hag e lavaras: Gwel, graet em eus da'z tireizhder mont kuit diwarnout, hag e wiskan ac'hanout gant dilhad kaer.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos