Ar gwad a vo evidoc'h un arouez war ho tiez e-lec'h ma viot. Me a welo ar gwad hag e tremenin dreist deoc'h, ha ne vo gwalenn a gastiz ebet en ho touez pa skoin war vro Ejipt.
Setu komzoù an emglev en deus gourc'hemennet an AOTROU da Voizez ober gant mibien Israel e bro Voab, en tu-hont d'an emglev en doa graet ganto en Horeb.
Moizez a zastumas holl Israel hag a lavaras: Gwelet hoc'h eus kement en deus graet an AOTROU dirak ho taoulagad e bro Ejipt, da Faraon, d'e holl servijerien ha d'e holl vro,
Bremañ eta, doujit an AOTROU , servijit anezhañ gant eeunder ha fealded, pellait an doueoù o deus servijet ho tadoù en tu all d'ar stêr hag en Ejipt, ha servijit an AOTROU .