An AOTROU a raio dit kerzhout, gant da roue az po lakaet warnout, etrezek ur bobl na'z po ket anavezet, na te na da dadoù, hag e serviji eno doueoù all, koad ha maen.
Mar c'hoarvezfe ec'h ankounac'hafes an AOTROU da Zoue ha ma'c'h afes war-lerc'h doueoù all, ma o servijfes ha ma stoufes dirazo, e testan deoc'h hiziv: a-dra-sur e viot kollet!
Mar torrit emglev an AOTROU ho Toue, an hini en deus gourc'hemennet deoc'h, ma kit da servijañ doueoù all ha da stouiñ dirazo, fulor an AOTROU en em dano a-enep deoc'h, hag e varvot buan diwar ar vro vat en deus roet deoc'h.