Goude-se ar roue a lavaras d'an aberzhour Abiatar: Kae da Anatod, war da zouaroù, rak ez out dellezek eus ar marv, koulskoude ne lakain ket ac'hanout d'ar marv hiziv, rak douget ec'h eus arc'h an Aotrou AOTROU dirak David va zad, hag ec'h eus bet perzh en holl c’hlac’haroù va zad.
hag e lavaris: Va Doue! Ruziañ a ran ha mezh am eus o sevel va dremm dirazout, o va Doue! Rak hon direizhder en deus kresket dreist hor pennoù, hag hon torfed en deus tizhet betek an neñvoù.
Goude bezañ distroet em eus bet keuz, goude bezañ bet desket em eus skoet war va morzhed. Mezhek ez on bet ha pinous, dre ma tougen dismegañs va yaouankiz.
Hag o deus bet mezh da vezañ graet traoù euzhus? Nann, n'o deus bet mezh ebet a gement-se, ha n'ouzont ket petra eo ruziañ. En abeg da-se e kouezhint gant ar re a gouezh, hag e vint diskaret da vare ma rin war o zro, eme an AOTROU.
Mard int mezhek eus kement o deus graet, ro dezho da anavezout doare an ti, e neuziadur, e doulloù-dor, e zigoroù, e holl zoareennoù, e holl reolennoù, e holl zoareoù, e holl lezennoù. Skriv anezho dindan o daoulagad, evit ma virint e holl zoareennoù hag e holl reolennoù ha ma raint diouto.
ha, daoust ma’c’h anavezont urzh Doue a varn dellezek a varv ar re a ra ar seurt traoù-se, n’int ket hepken ouzh o ober, met ouzhpenn ec’h asantont d’ar re o gra.
Dre-se, evel ma’z eo dre un den hepken ez eo deuet ar pec’hed er bed ha dre ar pec’hed ar marv, evel-se ivez ar marv a zo deuet d’en em astenn war an holl dud, rak holl o deus pec’het.
Ha n’ouzoc’h ket penaos mar en em rentit sklavourien da unan bennak da sentiñ outañ, ez oc’h sklavourien d’an hini ma sentit outañ, pe d’ar pec’hed evit ar marv, pe d’ar sentidigezh evit ar reizhder?
Taolet hon eus kuit an traoù mezhus a guzher, o tremen hep bevañ dre droidell hag hep falsañ ger Doue, hag en em erbedomp hon-unan da bep koustiañs den dirak daoulagad Doue en ur ziskuliañ ar wirionez.
Ha setu, an hevelep tristidigezh-se hervez Doue, nag a resevender n’he deus ket degaset ennoc’h, nag a zidamalloù, nag a vrouez, nag a zoujañs, nag a c’hoant, nag a gred, nag a gastiz! Diskouezet hoc’h eus e pep keñver ez oc’h glan en afer-se.
A bebezh kastiz brasoc’h a gav deoc’h ne vo ket kavet dellezek an hini a vac’ho gant e dreid Mab Doue, a gemero evit disantel gwad an emglev ez eo bet santelaet drezañ, hag a zismegañso Spered ar c’hras?