Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Apocalyps 20:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 Ar marv ha lec’h ar marv a voe taolet er stank a dan. Hennezh eo an eil varv.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

14 Hag ar maro hag an ifern a oe taolet el lenn a dan: hennes eo an eil maro.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 20:14
14 Referencias Cruzadas  

Me a baeo o daspren eus galloud lec'h ar marv, me o daspreno eus ar marv. O marv, pelec'h emañ da vosennoù? Lec'h ar marv, pelec'h emañ da zistruj? Ar geuzidigezh a zo kuzhet ouzh va daoulagad.


An diwezhañ enebour a vo kaset da netra eo ar marv.


Rak ret eo d’ar c’horf breinus-mañ gwiskañ an divreinusted ha d’ar c’horf marvel-mañ gwiskañ an divarvelezh.


an hini a zo bev. Bet on marv, ha setu, ez on bev e kantvedoù ar c’hantvedoù. Amen. Me am eus alc’houezioù lec’h ar marv hag ar marv.


ec’h evo ivez gwin fulor Doue, gwin digemmesk kempennet e hanaf e gounnar, hag ec’h estrenvano en tan hag er soufr dirak an aeled santel ha dirak an Oan.


Al loen a voe paket ha gantañ ar fals-profed, eñ hag en doa graet burzhudoù dirazañ hag en doa touellet drezo ar re o doa degemeret merk al loen hag azeulet e skeudenn. O daou e voent taolet bev er stank a dan o teviñ e-barzh ar soufr.


An neb en deus divskouarn, ra glevo ar pezh a lavar ar Spered d’an Ilizoù. An hini a drec’ho ne vo ket gloazet gant an eil marv.


An diaoul a douelle anezho a voe taolet er stank a dan hag a soufr, e-lec’h ma edo al loen hag ar fals-profed. Deiz ha noz ec’h estrenvanint evit kantvedoù ar c’hantvedoù.


Ar mor a roas ar re varv a oa ennañ, ar marv ha lec’h ar marv a roas ivez ar re varv a oa enno, ha pep hini a voe barnet hervez e oberoù.


Piv bennak ne voe ket kavet skrivet el levr a vuhez a voe taolet er stank a dan.


Eürus ha santel an hini en deus lod er gentañ adsavidigezh. An eil marv n’en deus galloud ebet warno, met aberzhourien e vint da Zoue ha da Grist, hag e renint gantañ e-pad mil bloavezh.


Doue a sec’ho pep daeraouenn diwar o daoulagad. Ar marv ne vo ken, nag ar c’hañv, na garm, na poan ebet, rak an traoù kentañ a zo tremenet.


Met evit ar re zidalvez, ar re ziskredik, ar re euzhus, ar vuntrerien, ar c’hastaouerien, ar strobinellerien, an idolourien hag an holl c’haouiaded, o lod a zo er stank o teviñ gant tan ha soufr, ar pezh a zo an eilvet marv.


Me a sellas ha setu, ur marc’h drouklivet en em gavas. An hini a oa pignet warnañ a oa anvet ar marv, ha lec’h ar marv a gerzhe d’e heul. Ar galloud a oa roet dezho war ar bedervet lodenn eus an douar evit lakaat an dud da vervel dre ar c’hleze, dre an naonegezh, dre ar varvelezh ha dre loened gwez an douar.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos