Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Apocalyps 20:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 Ar mor a roas ar re varv a oa ennañ, ar marv ha lec’h ar marv a roas ivez ar re varv a oa enno, ha pep hini a voe barnet hervez e oberoù.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

13 Hag ar mor a rentaz ar re varo a oa enhan; ar maro hag an ifern a rentaz ive ar re varo a oa enhe, ha pep hini a oe barnet hervez he oberou.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 20:13
13 Referencias Cruzadas  

Da re varv a vevo! Va c'horf marv a savo! Dihunit ha kanit gant levenez, tud ar boultrenn! Rak da c'hlizhenn a zo evel glizhenn ar sklêrijenn, hag an douar a roio en-dro ar re aet da get.


Me a baeo o daspren eus galloud lec'h ar marv, me o daspreno eus ar marv. O marv, pelec'h emañ da vosennoù? Lec'h ar marv, pelec'h emañ da zistruj? Ar geuzidigezh a zo kuzhet ouzh va daoulagad.


Ha te, Kafarnaoum, te a zo bet savet betek an neñv, izelaet e vi betek lec’h ar marv, rak ma vije bet graet e Sodom ar mirakloù a zo bet graet ez kreiz, e vije c’hoazh hiziv en he sav.


Rak Mab an den a dle dont e gloar e Dad gant e aeled, ha neuze e roio da bep hini hervez e oberoù.


An diwezhañ enebour a vo kaset da netra eo ar marv.


an hini a zo bev. Bet on marv, ha setu, ez on bev e kantvedoù ar c’hantvedoù. Amen. Me am eus alc’houezioù lec’h ar marv hag ar marv.


Lakaat a rin he bugale da vervel eus ar marv, hag an holl Ilizoù a ouezo penaos ez on an hini a furch al lounezhi hag ar c’halonoù. Reiñ a rin da bep hini ac’hanoc’h hervez e oberoù.


Gwelout a ris ar re varv, bras ha bihan, oc’h en em zerc’hel dirak Doue. Levrioù a voe digoret. Hag e voe digoret ul levr all, al levr a vuhez. Ar re varv a voe barnet hervez o oberoù, hervez ar pezh a oa skrivet el levrioù.


Ar marv ha lec’h ar marv a voe taolet er stank a dan. Hennezh eo an eil varv.


Doue a sec’ho pep daeraouenn diwar o daoulagad. Ar marv ne vo ken, nag ar c’hañv, na garm, na poan ebet, rak an traoù kentañ a zo tremenet.


Me a sellas ha setu, ur marc’h drouklivet en em gavas. An hini a oa pignet warnañ a oa anvet ar marv, ha lec’h ar marv a gerzhe d’e heul. Ar galloud a oa roet dezho war ar bedervet lodenn eus an douar evit lakaat an dud da vervel dre ar c’hleze, dre an naonegezh, dre ar varvelezh ha dre loened gwez an douar.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos