Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 31:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

19 Goude bezañ distroet em eus bet keuz, goude bezañ bet desket em eus skoet war va morzhed. Mezhek ez on bet ha pinous, dre ma tougen dismegañs va yaouankiz.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 31:19
30 Referencias Cruzadas  

hag e lavaris: Va Doue! Ruziañ a ran ha mezh am eus o sevel va dremm dirazout, o va Doue! Rak hon direizhder en deus kresket dreist hor pennoù, hag hon torfed en deus tizhet betek an neñvoù.


Rak e skrivez em enep traoù c'hwerv, va lakaez da zougen pec'hedoù va yaouankiz,


E eskern a zo leun a yaouankiz, met a zo gourvezet gantañ er poultr.


A-raok bezañ glac'haret, en em gollen, met bremañ e viran da c'her.


Na'z pez ket soñj eus pec'hedoù va yaouankiz nag eus va disentidigezh. Hervez da drugarez, az pez soñj ac'hanon, abalamour da'z madelezh, o AOTROU!


Na'z pez ket aon, ne vi ket dismegañset ha ne vi ket mezhekaet, rak ne vi ken displetaet, met ec'h ankounac'hai mezh da yaouankiz, ne'z po ken a soñj eus dismegañs da intañvelezh.


Komzet em eus ouzhit en amzer da verzh, hag e lavares: Ne selaouin ket. Setu da hent abaoe da yaouankiz, ne'c'h eus ket selaouet ouzh va mouezh.


Gourvezet omp en hor mezh, ha goloet gant hon dismegañs! Rak pec'het hon eus a-enep an AOTROU hon Doue, ni hag hon tadoù, adalek hor yaouankiz ha betek hiziv, ha n'hon eus ket sentet ouzh mouezh an AOTROU hon Doue.


Rak mibien Israel ha mibien Juda n'o deus graet nemet an droug dirak va daoulagad abaoe o yaouankiz. Mibien Israel n'o deus graet nemet va c'hounnariñ gant oberoù o daouarn, eme an AOTROU.


Ha pa lavarint dit: Perak e hirvoudez? neuze e lavari: abalamour d'ar c'heloù; pa en em gavo, an holl galonoù a deuzo, an holl zornioù a zinerzho, an holl speredoù a vo mantret, an holl c'hlinoù a zeuio da vezañ dour. Setu erru eo! Eno emañ! eme an Aotrou AOTROU.


Kri ha yud, man an den, rak a-enep va fobl eo tennet, a-enep holl briñsed Israel. Roet int d'ar c'hleze, ha va fobl ganto, sko eta war da vorzhed.


Gastaouiñ a rejont en Ejipt, gastaouiñ a rejont en o yaouankiz, o divronn a voe gwasket, askre o gwerc’hded a voe tarzhet.


Hag e roin deoc'h ur galon nevez, hag e lakain ur spered nevez en ho tiabarzh. Dilemel a rin ar galon vaen diouzh ho korf, hag e roin deoc'h ur galon kig.


Soñj ho po eus hoc'h hentoù fall hag eus hoc'h oberoù ne oant ket mat, hag euzh ho po ouzhoc'h hoc'h-unan en abeg d'ho direizhder ha d'hoc'h euzhusterioù.


Ho re hag a vo en em dennet o devo soñj ac'hanon e-touez ar broadoù ma vint dalc'het enno, dre ma em bo rannet o c'halon avoultr a zo en em zistroet diouzhin, kenkoulz hag o daoulagad avoultr a zo aet war-lerc'h o idoloù. Heug o devo outo o-unan en abeg d'an droug o devo graet hag en abeg d'o holl euzhusterioù.


Skuilhañ a rin war di David ha war dud Jeruzalem ar Spered a c'hras hag a bedennoù, hag e sellint ouzhin, an hini o deus toullet. Hag e raint kañv dezhañ evel ma reer kañv d'ur mab nemetañ, hag e ouelint c'hwerv evel ma oueler war ur mab kentañ-ganet.


Ha pa’z eo deuet en-dro ar mab-mañ dit, an hini en deus debret da vadoù gant gisti, ec’h eus lazhet al leue lart evitañ!


Ar publikan, oc’h en em zerc’hel pell, ne gredas ket zoken sevel e zaoulagad d’an neñv, met e skoas war boull e galon o lavarout: O Doue, az pez truez ouzhin-me pec’her!


Peseurt frouezh a dennec’h eta neuze eus an traoù-se a ra mezh deoc’h bremañ? Rak diwezh an traoù-se eo ar marv.


ma tistroi d'an AOTROU da Zoue ha ma senti ouzh e vouezh e kement tra a c'hourc'hemennan dit hiziv, te ha da vibien, eus da holl galon hag eus da holl ene,


o reizhañ gant douster an enebourien, o c’hortoz ma roio Doue dezho ar geuzidigezh a zegaso anezho da anavezout ar wirionez,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos