Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 31:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

18 A-dra-sur em eus klevet Efraim o hirvoudiñ: Va c'hastizet ec'h eus hag on bet kastizet evel ul leue dizoñv; gra din distreiñ hag e tistroin, rak te eo an AOTROU va Doue.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 31:18
54 Referencias Cruzadas  

Setu, eürus an den kastizet gant Doue! Na zispriz ket kastiz an Holl-C'halloudeg.


An AOTROU en deus va c'hastizet rust, met n'en deus ket va roet d'ar marv.


A-raok bezañ glac'haret, en em gollen, met bremañ e viran da c'her.


Gouzout a ran, o AOTROU, n'int da varnedigezhioù nemet reizhder, hag ec'h eus va glac'haret hervez da fealded.


Met e fizian ennout, AOTROU. Lavaret em eus: Te eo va Doue!


Na vezit ket evel ar marc'h hag evel ar vulez hep skiant, a vez stardet o genoù gant ur brid hag ur weskenn, gant aon na dostafent ouzhit.


ha ne zistroimp ken diouzhit. Ro deomp ar vuhez, hag ec'h aspedimp da anv.


Dirak Efraim, Benjamin ha Manase, dihun da c'halloud, deus d'hon saveteiñ.


Ober a rez ac'hanomp un abeg a enebiezh d'hon amezeien, hag hon enebourien a ra goap ouzhimp etrezo.


Lamet ec'h eus kuit da holl fulor, distroet out eus tan da gounnar.


Eürus eo an den a gastizez, o AOTROU, an hini a zeskez dre da lezenn,


Ar skourjez a zo evit ar marc'h, ar weskenn evit an azen, ar vazh evit kein an amoeded.


An den hag a reud e c'houzoug pa vez rebechet, a vo torret buan, ha ne vo ket yac'haet.


Va mab, na zispriz ket kastiz an AOTROU, ha na goll ket kalon pa rebech ac'hanout,


Perak c'hoazh skeiñ ganeoc'h pa gendalc'hit hoc'h emsavadeg? Ar penn holl a zo klañv, ar galon holl a zo diyac'h.


Da vibien a zo semplet, gourvezet e korn pep straed, evel un antilopenn tapet en ur roued, bec'hiet gant kounnar an AOTROU, gant rebechoù da Zoue.


Gwallgaset eo bet, dismegañset eo bet, n'en deus ket digoret e c'henoù, kaset eo bet d'al lazherezh evel un oan, evel un dañvadez o chom mut dirak he zouzerien, n'en deus ket digoret e c'henoù.


A-dra-sur te eo hon tad. Pa ne oufe Abraham anv ebet deomp, pa n'anavezfe ket Israel ac'hanomp, AOTROU, te eo hon tad, hon dasprener, setu aze da anv a bep amzer.


An AOTROU a lamo kuit eus Israel ar penn hag al lost, ar balmezenn hag ar vroenenn, en hevelep deiz.


AOTROU, yac'ha-me hag e vin yac'h, savete-me hag e vin salvet, rak va meuleudi ez out.


Skoet em eus war o mibien en aner, n'o deus ket degemeret ar c'helennadur. Ho kleze en deus lonket ho profeded, evel ul leon distrujer.


Gourvezet omp en hor mezh, ha goloet gant hon dismegañs! Rak pec'het hon eus a-enep an AOTROU hon Doue, ni hag hon tadoù, adalek hor yaouankiz ha betek hiziv, ha n'hon eus ket sentet ouzh mouezh an AOTROU hon Doue.


Rak un deiz a vo ma krio ar warded war venez Efraim: Savit ha pignomp da Sion etrezek an AOTROU hon Doue!


Dont a raint gant daeroù hag o renin e-kreiz aspedennoù, o c'has a rin d'an doureier-red, dre un hent eeun e-lec'h na gouezhint ket. Me a zo un tad evit Israel, hag Efraim eo va c'hentañ-ganet.


AOTROU! Ha n'eo ket ouzh ar wirionez e sell da zaoulagad? Skoet ec'h eus warno, ha n'o deus poan ebet. Kuzumiñ a rez anezho, ha ne fell ket dezho degemer ar gentel. Kaledet o deus o dremm muioc'h eget ur roc'h, ha nac'het o deus distreiñ.


Gra deomp distreiñ ouzhit, AOTROU, hag e tistroimp! Adnevez hon deizioù evel ma oant gwechall.


Eno ho po soñj eus hoc'h hentoù hag eus hoc'h holl oberoù hoc'h eus en em saotret ganto. Heug ho po ouzhoc'h dirak ho taoulagad hoc'h-unan abalamour d'hoc'h holl fallagriezhoù ho po graet.


An holl boan-se a zo deuet warnomp hervez ar pezh a zo skrivet e lezenn Voizez, ha n'hon eus ket pedet an AOTROU hon Doue, evit hon distreiñ diouzh hon direizhder hag hon lakaat evezhiek ouzh da wirionez.


Efraim a zo evel un annoar doñvaet en em blij o tornañ ar greun, met ouzh e c'houzoug kaer e tostain, hag e stergnin Efraim, Juda a droio an douar, Jakob a freuzo ar mouded.


Dre ma'z eo bet Israel disent evel un annoar gouez, bremañ an AOTROU o lakaio da beuriñ evel un oan e lec'hioù frank.


Hag ez in kuit, hag e tistroin da'm lec'h, betek ma'c'h anavezint ez int kablus ha ma klaskint va dremm. En o enkrez, e klaskint ac'hanon gant pres.


Ha Doue a welas ar pezh a raent, ha penaos e tistroent eus o hent fall. Doue en deus bet keuz d'an droug en doa komzet ober dezho, ha n'en reas ket.


N'he deus ket selaouet ar vouezh, n'he deus ket degemeret ar reizhadur, n'eo ket en em fiziet en AOTROU, n'he deus ket tostaet ouzh he Doue.


Neuze ar re a zouj an AOTROU o deus komzet en eil ouzh egile. An AOTROU en deus taolet evezh outo hag o selaouet. Skrivet ez eus bet ul levr-eñvor dirazañ, evit ar re a zouj an AOTROU hag o deus soñj eus e anv.


Distreiñ a raio kalon an tadoù etrezek ar vugale, ha kalon ar vugale etrezek o zadoù, gant aon na zeufen da skeiñ war ar vro e-doare ar berz.


War-zu ar c'huzh-heol, e vo banniel kamp Efraim gant e strolladoù; Elishama mab Amihud a vo priñs mibien Efraim


hag e kerzho dirazañ e spered hag e nerzh Elia, evit treiñ kalonoù an tadoù ouzh ar vugale hag ar re zisentus ouzh furnez ar re reizh, evit aozañ d’an Aotrou ur bobl tuet mat.


Sevel a reas hag ez eas da gavout e dad. Evel ma oa c’hoazh pell, e dad a welas anezhañ hag en doe truez outañ; o teredek, e lamas d’e c’houzoug hag e pokas dezhañ.


Evidoc’h eo da gentañ en deus Doue savet e vugel Jezuz hag en deus e gaset d’ho pennigañ, evit tennañ pep hini ac’hanoc’h eus e fallagriezh.


rak Doue eo a laka ennoc’h ar c’hoant hag an ober, hervez e blijadur mat.


hag ankounac’haet hoc’h eus an ali roet deoc’h evel da vibien: Va mab, na zispriz ket kastiz an Aotrou ha na goll ket kalon pa rebech ac’hanout,


Tamall ha kastizañ a ran ar re holl a garan. Az pez gred eta ha keuz.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos