Ma chom c'hoazh un dekvedenn, e vint kuzumet d'o zro; met evel ma vir un dourmantinenn hag un dervenn o skosenn pa vezont diskaret, e teuio anezho ur skosenn, ul lignez santel.
Lavar dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu, emaon o vont da gemer mibien Israel a-douez ar broadoù ma'z int aet, o dastum a rin a bep tu, hag o degasin en o bro.
Hag e vint o chom er vro am eus roet da Jakob va servijer, ma'z eo bet o chom enni ho tadoù. Bez' e vint o chom enni, int, o mibien ha mibien o mibien, da viken, ha David va servijer a vo o friñs da viken.
Hag ac'hane e roin dezhi he gwiniennoù ha traonienn Akor, evel un nor a esperañs. Hag e kano eno, evel da zeizioù he yaouankiz, evel en deiz ma pignas eus bro Ejipt.
Goude-se, mibien Israel a zistroio, hag e klaskint an AOTROU o Doue ha David o roue. Hag e teuint gant doujañs da gavout an AOTROU hag e vadelezh, en deizioù diwezhañ.