Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 31:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

20 Efraim, ha n'eo ket evidon ur mab karet? Ha ne'm eus ket lakaet ennañ va holl levenez? Rak adalek ma komzan diwar e benn, atav em eus soñj anezhañ. Setu perak va c'hreizon a zo fromet en e geñver, hag a-dra-sur em bo truez outañ, eme an AOTROU.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 31:20
27 Referencias Cruzadas  

Jozef a hastas rak e galon a voe fromet ouzh e vreur, hag e klaskas ul lec'h evit gouelañ. Mont a reas en e gambr hag e ouelas.


Hag a vaouez ma oa bev he mab, he diabarzh o vezañ fromet diwar-benn he mab, a lavaras d'ar roue: Va aotrou, ro dezhi ar bugel a vev, n'e laka d'ar marv! Met eben a lavare: Ne vo na din na dit, troc'h-eñ!


Evel m'en deus un tad truez ouzh e vibien, en deus an AOTROU truez ouzh ar re a zouj anezhañ,


rak an AOTROU a gastiz an hini a gar, evel ma ra un tad d'e vab a laka e levenez ennañ.


Va muiañ-karet en deus tremenet e zorn dre an toull, ha va c'hreizon en deus strafuilhet evitañ.


Setu perak va c'hreizon a huanad diwar-benn Moab evel un delenn, ha va c'halon diwar-benn Kir-Hares.


Koulskoude an AOTROU a c'hortoz evit ober trugarez deoc'h, sevel a raio evit kaout truez ouzhoc'h. Rak un Doue reizh eo an AOTROU, eürus eo ar re holl a zo en gortoz anezhañ!


Ra zilezo an den drouk e hent, hag an den direizh e soñjoù, ha ra zistroio d'an AOTROU en devo truez outañ, d'hon Doue a bardon gant largentez.


Sell eus an neñvoù ha gwel eus da chomlec'h santel ha glorius: Pelec'h emañ da c'hred ha da nerzh, estlamm da galon ha da drugarez em c'heñver? Hag e vefent en em dennet?


Kae ha youc'h ar c'homzoù-mañ etrezek an hanternoz, lavar: Distro, Israel an adfeilherez, eme an AOTROU, ha ne rin ket kouezhañ va c'hounnar warnoc'h, rak trugarezus on, eme an AOTROU, ne virin ket va c'hounnar da viken.


Ha me, me am eus lavaret: Penaos e lakain ac'hanout e-touez va mibien, hag e roin dit ur vro a zudioù, gwellañ hêrezh armeoù ar broadoù? Hag em eus lavaret: Va gervel a ri: Va zad! Ha ne zistroi ket diouzhin.


Dont a raint gant daeroù hag o renin e-kreiz aspedennoù, o c'has a rin d'an doureier-red, dre un hent eeun e-lec'h na gouezhint ket. Me a zo un tad evit Israel, hag Efraim eo va c'hentañ-ganet.


e taolin ivez kuit lignez Jakob ha David va servijer, evit tremen hep kemer eus e lignez ar re a reno war lignez Abraham, Izaak ha Jakob. Rak o re zalc'het a zegasin en-dro, hag em bo truez outo.


Setu perak va c'halon a huanado war Voab evel fleütoù, va c'halon a huanado evel fleütoù war dud Kir-Heres, dre ma'z eo kollet an teñzorioù o deus dastumet.


Madelezhioù an AOTROU eo ned omp ket aet da get, e drugarezioù n'int ket echuet.


Lavar dezho: Me a zo bev, eme an Aotrou AOTROU, ne gavan plijadur ebet e marv an den fall, met e distro an den fall diwar e hent, evit ma vevo. Distroit, distroit diwar hoc'h hent fall. Perak e varvfec'h, o ti Israel?


Yac'haat a rin o emsavadeg, o c'harout a rin a-volontez-vat, rak va c'hounnar a zo distroet diouto.


En desped da-se, pa vint e bro o enebourien, ne daolin ket kuit anezho ha ne’m bo ket euzh outo evit kas anezho holl da get hag evit terriñ va emglev ganto. Me eo an AOTROU o Doue.


rak ar mab-mañ din a oa marv hag eo distroet d’ar vuhez, kollet e oa hag eo adkavet. Hag en em lakajont d’en em laouenaat.


Met ret mat e oa en em sederaat hag en em laouenaat, rak ar breur-mañ dit a oa marv hag eo distroet d’ar vuhez, kollet e oa hag eo adkavet.


An AOTROU a varno e bobl, met ouzh e servijerien en devo truez, pa welo ez eo aet o nerzh, ha n'eus den ken, na re zalc'het na re zieubet.


Rak Doue a zo test din pegement e karan ac’hanoc’h holl a-greiz kalon e Jezuz-Krist.


Hag e lamjont eus o zouez an doueoù diavaeziek, evit servijañ an AOTROU. Truez en doe en e galon dirak glac'har Israel.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos