Jeremiaz 31:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
21 Aoz arouezioù ha sav panelloù evidout, taol evezh ouzh an hent, ouzh ar wenodenn ac'h eus aet drezi. Distro, o gwerc'hez Israel, distro d'ar c'hêrioù-se a zo dit!
Ha c'hoazh, em c'harantez evit ti va Doue, e roan evit ti va Doue, ouzhpenn an holl draoù am eus kempennet evit ti ar santual, aour hag arc'hant eus va zeñzor din va-unan:
War o lerc'h, eus holl veuriadoù Israel, ar re en em stage en o c'halon da glask an AOTROU a zeuas da Jeruzalem, evit aberzhiñ d'an AOTROU, Doue o zadoù.
It er-maez eus Babilon, tec'hit diouzh ar Galdeiz! Roit da glevout gant youc'hadennoù, embannit kement-mañ, dougit kement-mañ betek penn an douar, lavarit: An AOTROU en deus dasprenet Jakob e servijer.
Kae ha youc'h ar c'homzoù-mañ etrezek an hanternoz, lavar: Distro, Israel an adfeilherez, eme an AOTROU, ha ne rin ket kouezhañ va c'hounnar warnoc'h, rak trugarezus on, eme an AOTROU, ne virin ket va c'hounnar da viken.
Distroit, mibien adfeilherien, eme an AOTROU, rak me eo hoc'h ozhac'h. Ho kemer a rin, unan eus ur gêr, daou eus un tiegezh, hag ho tegasin en-dro da Sion.
Goulenn a raint hent Sion, hag e troint o selloù etrezek enni, o lavarout: Deuit, en em stagit ouzh an AOTROU, dre un emglev peurbadus na vo ket ankounac'haet.
Tec'hit eus kreiz Babilon, ra saveteo pep hini e vuhez, gant aon na varvfec'h en e zrougiezh, rak amzer veñjañs an AOTROU eo, reiñ a raio dezhi hervez ar pezh he deus graet.
Evel-henn e komz an AOTROU: En em zalc'hit war an hentoù ha sellit, klaskit ar gwenodennoù a-wechall; int eo an hent mat ha kerzhit warnañ, hag e kavot diskuizh d'hoc'h eneoù. Met lavarout a reont: Ne gerzhimp ket warno.
An den-se a lavaras din: Mab an den, sell gant da zaoulagad, selaou gant da zivskouarn, laka evezh ouzh an holl draoù ez an da ziskouez dit, rak degaset out bet amañ evit ma o diskouezin dit. Ro da anavezout da di Israel kement e weli.
e lavaras dezho: Lakait ho kalonoù da virout an holl gomzoù a bedan ac'hanoc'h hiziv da gemenn d'ho mibien, evit ma virint holl gomzoù al lezenn-mañ ha ma raint diouto.