Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Izaia 3:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 Lavarit: Eürus ar re reizh! Dre ma tebrint frouezh o oberoù.

Ver Capítulo Copiar




Izaia 3:10
28 Referencias Cruzadas  

Ne c'hoarvezo ket e ri un hevelep tra, ma lakafes da vervel an den reizh gant an den fallakr, e doare ma vefe kemeret an den reizh evel an den fallakr. Nann, ne ri ket! An hini a varn an douar holl, ha ne raio ket hervez ar reizhder?


An den reizh a laouenaio pa en devo gwelet ar veñjañs, gwalc'hiñ a raio e dreid e gwad an hini drouk.


Doue a reas vad d'an amiegezed, hag ar bobl a greskas hag a zeuas gwall niverus.


Bennozhioù a zo war benn an den reizh, met an taerder a c'holoio o genoù d'ar re zrouk.


An den en devo e walc'h a vadoù gant frouezh e c'henoù, hag e vo roet da bep hini hervez labour e zaouarn.


An droug a red war-lerc'h ar bec'herien, met an eurvad eo gopr an dud reizh.


Ar marv hag ar vuhez a zo e galloud an teod, ar re a gar e implijout a zebro ar frouezh anezhañ.


Rak petra bennak ma ra ur pec'her kant gwech traoù fall, e kendalc'h da vevañ; koulskoude me a oar ivez e vo eurvad evit ar re a zouj Doue hag a gren dirak e zremm.


Arm ebet goveliet a-enep dit ne zeuio da vat, ha pep teod a savo er varn ez enep a gondaoni. Evel-se eo hêrezh servijerien an AOTROU, diganin o devo o reizhder, eme an AOTROU.


Hag an AOTROU a lavar: Ha ne virin ket ac'hanout evit ar mad? Ha ne rin ket d'an enebour pediñ ac'hanout en amzer ar glac'har hag en amzer an estrenvan?


Me ho kastizo hervez frouezh hoc'h oberoù, eme an AOTROU, me a enaouo en he c'hoadeg un tan a zevo kement a zo en-dro dezhi.


Daoust hag e reni dre ma en em veulez da implijout sedrez? Ha n'en deus ket da dad evet ha debret? Met ober a rae hervez ar varnedigezh hag ar reizhder, hag ez ae mat an traoù gantañ.


Met setu amañ ar pezh am eus gourc'hemennet ha lavaret dezho: Selaouit ouzh va mouezh hag e vin ho Toue hag e viot va fobl, kerzhit war an holl hentoù a c'hourc'hemennan deoc'h, evit ma'z aio mat an traoù ganeoc'h.


An ene a bec'h eo an ene a varvo. Ar mab ne zougo ket direizhder an tad, hag an tad ne zougo ket direizhder ar mab. Reizhder an den reizh a vo warnañ, fallagriezh an den fall a vo warnañ.


An AOTROU a lavaras dezhañ: Kae dre greiz kêr, dre greiz Jeruzalem, hag e ri ur merk war dal an dud a hirvoud hag a huanad en abeg d'an holl euzhusterioù a vez graet en he c'hreiz.


An douar a zeuio da vezañ un distro en abeg d'e dud, en abeg da frouezh o oberoù.


Klaskit an AOTROU, c'hwi holl tud izel ar vro, c'hwi hag a ra ar pezh a c'hourc'hemenn! Klaskit ar wirionez, klaskit an douster! Marteze e viot lakaet e surentez en deiz kounnar an AOTROU.


Hag e welot a-nevez an diforc'h etre an den reizh hag an hini direizh, etre an den a servij Doue hag an hini na servij ket anezhañ.


Eñ a lavaras ivez dezhañ: Ha te, az pez ar galloud war bemp kêr.


N'en debri ket evit ma vi eürus, te ha da vibien war da lerc'h, en ur ober ar pezh a zo reizh dirak daoulagad an AOTROU.


Rak Doue n’eo ket direizh evit ankounac’haat hoc’h oberoù ha labour ho karantez hoc’h eus diskouezet evit e anv, o vezañ sikouret hag o sikour c’hoazh ar sent.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos