Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Yann 2:28 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

28 Bremañ eta bugale vihan, chomit ennañ evit ma hor bo fiziañs pa en em ziskouezo, ha ma ne vimp ket mezhek dirazañ en e zonedigezh.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

28 Breman eta, bugaligou, choumit enhan, evit ma hon devezo fizians, pa zeuio, ha n’hor bezo ket a vêz dirazhan en he zonedigez.

Ver Capítulo Copiar




1 Yann 2:28
29 Referencias Cruzadas  

En deiz-se e vo lavaret: Setu, hon Doue eo, esperet hon eus ennañ, hag e saveteo ac'hanomp. An AOTROU eo, esperet hon eus ennañ, tridomp a levenez ha laouenaomp eus e silvidigezh.


Israel a zo salvet dre an AOTROU, gant ur silvidigezh peurbadus. Ne viot na mezhek na pinous, biken.


Piv a c'hello gouzañv deiz e zonedigezh, piv a c'hello chom en e sav pa en em ziskouezo? Rak bez' e vo evel tan an teuzer, evel soavon ar gwenner.


Setu ez an da gas deoc'h Elia ar profed, a-raok ma teuio deiz bras ha spontus an AOTROU.


Rak Mab an den a dle dont e gloar e Dad gant e aeled, ha neuze e roio da bep hini hervez e oberoù.


Me a lavar deoc’h e gwirionez, ez eus hiniennoù eus a-douez ar re a zo amañ ha ne varvint ket ken n’o devo gwelet Mab an den o tont en e rouantelezh.


Rak piv bennak en devo bet mezh ac’hanon hag eus va c’homzoù, e-touez ar rummad-mañ, avoultrer ha pec’her, Mab an den ivez en devo mezh anezhañ pa zeuio e gloar e Dad gant an aelez santel.


Evel-se e vo ivez en deiz ma en em ziskouezo Mab an den.


hervez ma’z eo skrivet: Setu, e lakaan e Sion ur maen-kouezh hag ur roc’h a wallskouer, ha piv bennak a gredo ennañ ne vo ket mezhekaet.


en hevelep doare ma ne vank donezon ebet deoc’h-c’hwi hag a c’hortoz emziskouez hon Aotrou Jezuz-Krist.


met pep hini en e renk e-unan. Krist a zo ar frouezh kentañ, ha goude ar re a zo da Grist d’e zonedigezh.


ennañ hon eus al librentez da dostaat ouzh Doue gant fiziañs dre ar feiz ennañ.


Pa en em ziskouezo Krist, hor buhez, neuze en em ziskouezot ivez gantañ er gloar.


Rak petra eo hon esperañs, hol levenez, hor c’hurunenn a c’hloar? Ha n’eo ket c’hwi, dirak hon Aotrou Jezuz-Krist en e zonedigezh?


ha ra nerzho ho kalonoù evit ma vint didamall er santelezh dirak Doue hon Tad, pa zeuio hon Aotrou Jezuz-Krist gant e holl sent.


Ra santelaio an Doue a beoc’h e-unan kement a zo ennoc’h, ha ra vo miret divlam hoc’h holl spered, ene ha korf, a-benn donedigezh hon Aotrou Jezuz-Krist.


da virout ar gourc’hemenn disaotr ha divlam, betek donedigezh hon Aotrou Jezuz-Krist,


Diwar vremañ ar gurunenn a reizhder a zo lakaet evidon a-du; an Aotrou, ar barner reizh, a roio anezhi din en deiz-se, ha nann hepken din-me met ivez d’ar re holl o devo karet e zonedigezh.


o c’hortoz an esperañs benniget hag emziskouez gloar hon Doue bras ha Salver Jezuz-Krist,


en hevelep doare ivez Krist, o vezañ bet kinniget ur wech evit dougen pec’hedoù kalz a dud, en em ziskouezo un eil gwech hep pec’hed d’ar re en gortoz evit ar silvidigezh.


evit ma teuio amprouenn ho feiz, priziusoc’h eget an aour a ya da goll hag a zo koulskoude amprouet dre an tan, da dreiñ evidoc’h e meuleudi, enor ha gloar, da emziskuliadur Jezuz-Krist.


Ha pa zeuio ar Mesaer meur, e vo roet deoc’h ar gurunenn divreinus a c’hloar.


Va bugale vihan, skrivañ a ran an traoù-mañ deoc’h evit na bec’hot ket. Ha mar en deus unan bennak ac’hanoc’h pec’het, hon eus un alvokad e-kichen an Tad, Jezuz-Krist ar reizh.


Re garet-mat, ni a zo bremañ bugale Doue hag ar pezh a vimp n’eo ket bet c’hoazh diskouezet. Met anavezout a reomp penaos pa vo diskouezet, e vimp heñvel outañ abalamour ma welimp anezhañ evel ma’z emañ.


Re garet-mat, ma ne gondaon ket hor c’halon ac’hanomp, hon eus fiziañs dirak Doue.


E kement-se eo bet peurc’hraet ar garantez ennomp, evit ma hor bo fiziañs da zeiz ar varnedigezh, o vezañ ma’z omp er bed-se evel ma emañ e-unan.


Kement-mañ eo ar fiziañs hon eus ennañ: mar goulennomp un dra bennak hervez e youl, e selaou ac’hanomp.


Setu, emañ o tont war ar c’hoabr, ha pep lagad a welo anezhañ, zoken ar re o deus e doullet. Holl veuriadoù an douar a hirvoudo abalamour dezhañ. Ya. Amen.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos