Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Yann 2:29 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

29 Mar gouzoc’h ez eo reizh, e c’houezit penaos piv bennak a ra ar reizhder a zo ganet anezhañ.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

29 Mar gouzoc’h ez eo hen just, gouezit penaos piou‐benag a ra ar pez a zo just, a zo ganet euz anezhan.

Ver Capítulo Copiar




1 Yann 2:29
28 Referencias Cruzadas  

Un Etiopiad, ha cheñch a rafe e groc'hen, pe ul loupard e darchoù? Ha c'hwi a c'hellfe ober ar mad, pa'z oc'h bet desket d'ober an droug?


Bez laouen, merc'h Sion! Laosk kriadennoù a levenez, merc'h Jeruzalem! Setu, da Roue a zeu da'z kavout, reizh ha trec'hus, uvel ha pignet war un azen, war un azenig, ebeul un azenez.


ar re n’int ket bet ganet eus ar gwad, nag eus bolontez ar c’hig, nag eus bolontez an den, met eus Doue.


An hini a gomz anezhañ e-unan a glask e c’hloar e-unan, met an hini a glask gloar an hini en deus e gaset, a zo gwirion, ha n’eus ket a zireizhder ennañ.


met penaos e pep broad an hini a zouj anezhañ hag a ra ar pezh a zo reizh a zo kavet mat gantañ.


Lavarout a reas: Doue hon tadoù en deus da zibabet da anavezout e volontez, da welout an Hini reizh ha da glevout komzoù eus e c’henoù,


Dinac’het hoc’h eus ar Sant hag ar Reizh, ha goulennet hoc’h eus e vefe laosket deoc’h ur muntrer.


Rak lakaet eo bet gantañ da vezañ pec’hed abalamour deomp an hini n’en deus ket anavezet ar pec’hed, evit ma teuimp da vezañ reizhder Doue ennañ.


hag a resevas ivez digant Abraham an deog eus kement en doa kemeret, a dalv da lavarout da gentañ roue ar reizhder hervez e anv, ouzhpenn a oa roue Salem da lavarout eo roue a beoc’h,


Hag e oa ret deomp kaout un hevelep beleg-meur, santel, digablus, dinamm, dispartiet diouzh ar bec’herien, savet dreist an neñvoù,


Hor c’hrouet en deus hervez e volontez gant ger ar wirionez, evit ma vijemp evel ar c’hentañ frouezh eus e grouadurien.


o vezañ bet eil-c’hanet nann dre un had breinus met dre un had divreinus, dre c’her Doue a vev hag a chom da viken.


Ra vo benniget Doue ha Tad hon Aotrou Jezuz-Krist, en deus hon eil-c’hanet hervez e drugarez vras evit un esperañs bev dre adsavidigezh Jezuz-Krist a-douez ar re varv,


Rak Krist ivez en deus gouzañvet ur wech evit ar pec’hedoù, eñ reizh evit ar re zireizh, evit hon degas da Zoue. Lakaet eo bet d’ar marv er c’hig, met bevaet hervez ar Spered,


Dre ar re-mañ, en deus roet deomp promesaoù bras-meurbet ha prizius, evit ma teuot drezo da gemer perzh en natur doueel, o tec’hout diouzh ar breinadur a zo er bed dre an droukc’hoant.


Va bugale vihan, skrivañ a ran an traoù-mañ deoc’h evit na bec’hot ket. Ha mar en deus unan bennak ac’hanoc’h pec’het, hon eus un alvokad e-kichen an Tad, Jezuz-Krist ar reizh.


Gouzout a rit penaos eo en em ziskouezet evit lemel hor pec’hedoù ha penaos n’eus pec’hed ebet ennañ.


Bugale vihan, ra ne douello den ac’hanoc’h. An hini a ra ar reizhder a zo reizh evel ma’z eo e-unan reizh.


Re garet-mat, en em garomp an eil egile, rak ar garantez a zeu eus Doue, ha piv bennak a gar a zo ganet a Zoue hag a anavez Doue.


Piv bennak a gred ez eo Jezuz ar C’hrist a zo ganet a Zoue, ha piv bennak a gar an hini en deus e c’hanet, a gar ivez an hini a zo ganet anezhañ.


Gouzout a reomp penaos piv bennak a zo ganet a Zoue ne bec’h ket; met an hini a zo ganet a Zoue en em vir e-unan hag an droug ne stok ket ennañ.


abalamour kement a zo ganet a Zoue a drec’h ar bed, ha kement-mañ eo ar gounid a drec’h ar bed: hor feiz.


Karet-mat, kemer skouer eus ar mad nann eus an droug. An hini a ra ar mad a zo eus Doue, met an hini a ra an droug n’en deus ket gwelet Doue.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos