Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




S. Jakes 1:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

15 Hag an droukc’hoant, pa’z en deus koñsevet, a c’han ar pec’hed. Hag ar pec’hed, pa’z eo kaset da benn, a c’han ar marv.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

15 Neuze pa hen deuz ar gwall‐c’hoant concevet, e teu da c’henel ar pec’hed; ha pa vez peur‐c’hreat ar pec’hed, he‐man a zigas ar maro.

Ver Capítulo Copiar




S. Jakes 1:15
21 Referencias Cruzadas  

met, eus gwezenn anaoudegezh ar mad hag an droug ne c'helli ket debriñ diouti, rak an deiz ma tebri diouti e varvi a-dra-sur.


Pa welas ar wreg e oa ar frouezh mat da zebriñ ha plijus d'an daoulagad, ha ma oa prizius evit digeriñ ar skiant, e kemeras eus he frouezh hag e tebras diouto. Reiñ a reas ivez diouto d'he fried a oa ganti, hag hemañ a zebras diouto.


David a gasas kannaded d'he c'herc'hat dezhañ, ha dont a reas d'e gavout. Hag e kouskas ganti. Hag hi en em c'hlanaas eus he dic'hlanded, hag e tistroas d'he zi.


Koñseviñ a reont ar boan hag e c'hanont an droug, o c'hof a gempenn touell.


kempenn a ra a-enep dezhañ armoù marvus, hag e fich biroù devus.


An AOTROU a zo en em roet da anavezout, graet en deus ar varnedigezh, an hini drouk a zo en em ereet e labour e zaouarn.  Seniñ-binvioù. Ehan


Evel ma kas ar reizhder d'ar vuhez, evel-se pleustr an droug a gas d'ar marv.


Koñseviñ a reot foenn, genel a reot plouz, ho c'hwezh a lonko ac'hanoc'h evel tan.


Den na c'halv evit ar reizhder, den na erbed evit ar wirionez, fiziout a reont e traoù disneuz hag e lavaront traoù aner, koñseviñ a reont an droug hag e c'hanont poanioù.


Neuze unan eus an daouzek, anvet Judaz Iskariod, a yeas da gavout ar veleien vras


Met me a lavar deoc’h penaos piv bennak a sell ouzh ur vaouez gant c’hoantegezh anezhi, en deus dija graet avoultriezh ganti en e galon.


Met pep hini a zo temptet pa’z eo sachet hag hualet gant e zroukc’hoant e-unan.


Hor c’hrouet en deus hervez e volontez gant ger ar wirionez, evit ma vijemp evel ar c’hentañ frouezh eus e grouadurien.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos