Hag e c’hourc’hemennas d’ar bobl azezañ war ar geot, kemer a reas ar pemp bara hag an daou besk hag, o sevel e zaoulagad etrezek an neñv, e vennigas, e torras ar baraoù hag o roas d’e ziskibien, hag an diskibien d’ar bobl.
Sant Marc 6:41 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jezuz a gemeras ar pemp bara hag an daou besk hag, o sevel e zaoulagad etrezek an neñv, e vennigas, e torras ar baraoù hag o roas d’e ziskibien, evit m’o rojent d’ar bobl. Lodennañ a reas ivez an daou besk kenetrezo holl. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha Jesus a gemeraz ar pemp bara hag an daou besk, hag, o sevel he zaou‐lagad var‐zu an env, e rentaz grasou, hag e toraz ar baraou, hag ho roaz d’he ziskibien, evit ho frezanti d’ar bobl; hag e rannaz ive an daou besk etrezhe holl. |
Hag e c’hourc’hemennas d’ar bobl azezañ war ar geot, kemer a reas ar pemp bara hag an daou besk hag, o sevel e zaoulagad etrezek an neñv, e vennigas, e torras ar baraoù hag o roas d’e ziskibien, hag an diskibien d’ar bobl.
e kemeras ar seizh bara hag ar pesked hag e trugarekaas, o zorras hag o roas d’e ziskibien, hag an diskibien d’ar bobl.
Evel ma tebrent, Jezuz a gemeras bara ha, goude bezañ trugarekaet, e torras anezhañ hag en roas d’an diskibien o lavarout: Kemerit, debrit, hemañ eo va c’horf.
Evel ma tebrent, Jezuz a gemeras bara ha, goude bezañ trugarekaet, e torras anezhañ hag en roas dezho o lavarout: Kemerit, debrit, hemañ eo va c’horf.
O sevel e zaoulagad etrezek an neñv, e huanadas hag e lavaras: Effata! da lavarout eo: Digor!
Pa dorris pemp bara evit pemp mil den, pet panerad leun a dammoù chomet a zilerc’h ho poa dastumet? Int a lavaras dezhañ: Daouzek.
Evel ma oa ouzh taol ganto, e kemeras ar bara hag e trugarekaas. O vezañ e dorret, e roas anezhañ dezho.
Eñ a gemeras ar pemp bara hag an daou besk hag, o sellout etrezek an neñv, o bennigas, o zorras hag o roas d’an diskibien, evit m’o rojent d’ar bobl.
Lemel a rejont eta ar maen eus al lec’h ma oa gourvezet an hini marv. Jezuz, o sevel e zaoulagad war-zu an neñv, a lavaras: Tad, da drugarekaan peogwir ec’h eus va selaouet.
Jezuz a gomzas evel-se, ha neuze, o sevel e zaoulagad etrezek an neñv, e lavaras: Tad, an eur a zo deuet. Ro gloar da’z Mab, evit ma roio gloar da Vab dit,
Jezuz a gemeras ar baraoù hag, o vezañ trugarekaet, o roas d’an diskibien, hag an diskibien d’ar re a oa azezet, hag en hevelep doare gant ar pesked, kement ha ma fellas dezho.
Met bagoù all, o tont eus Tiberiaz, a erruas tost d’al lec’h m’o doa debret ar bara goude m’en doe an Aotrou trugarekaet.
Goude bezañ lavaret kement-se, e kemeras bara hag, o vezañ trugarekaet Doue dirazo holl, e dorras hag en em lakaas da zebriñ.
An hini a laka kemm etre an deizioù, a laka kemm abalamour d’an Aotrou, hag an hini na laka kemm etrezo, na laka kemm abalamour d’an Aotrou. An hini a zebr, a zebr abalamour d’an Aotrou, rak trugarekaat a ra Doue, hag an hini na zebr ket, na zebr ket abalamour d’an Aotrou, ha trugarekaat a ra Doue.
Pa ez po debret hag ez po da walc'h, e vennigi an AOTROU da Zoue abalamour d'ar vro vat en devo roet dit.
Petra bennak ma reot, dre gomz pe dre ober, grit holl en anv an Aotrou Jezuz, o trugarekaat drezañ Doue an Tad.
Pa viot aet e-barzh kêr, e kavot anezhañ a-raok ma pigno d'an uhellec'h evit debriñ, rak ar bobl ne zebro ket ken na vo deuet, ha ken n'en devo benniget an aberzh. Goude-se ar re a zo pedet a zebro dioutañ. Pignit eta, hag e gavout a reot bremañ.