Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 26:26 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

26 Evel ma tebrent, Jezuz a gemeras bara ha, goude bezañ trugarekaet, e torras anezhañ hag en roas d’an diskibien o lavarout: Kemerit, debrit, hemañ eo va c’horf.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

26 Hag evel ma oant o tibri, Jesus a gemeraz bara, hag o veza rentet grasou, e torraz anezhan, hag hen roaz d’he ziskibien, en eur lavaret: Kemerit, debrit, he‐man eo va c’horf.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

26 Neoah é pad er goén, Jesus e gueméras bara, er bennigueas, en torras a tameu, hag er hras d’é zisciplèd, én ul laret: Queméret ha daibret: En dra‐men zou me horv.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 26:26
16 Referencias Cruzadas  

Hag e c’hourc’hemennas d’ar bobl azezañ war ar geot, kemer a reas ar pemp bara hag an daou besk hag, o sevel e zaoulagad etrezek an neñv, e vennigas, e torras ar baraoù hag o roas d’e ziskibien, hag an diskibien d’ar bobl.


Kemer a reas ivez an hanaf ha, goude bezañ trugarekaet, en roas dezho o lavarout: Evit holl dioutañ,


Jezuz a gemeras ar pemp bara hag an daou besk hag, o sevel e zaoulagad etrezek an neñv, e vennigas, e torras ar baraoù hag o roas d’e ziskibien, evit m’o rojent d’ar bobl. Lodennañ a reas ivez an daou besk kenetrezo holl.


Hag o vezañ kemeret un hanaf ha trugarekaet, e lavaras: Kemerit anezhañ ha lodennit anezhañ etrezoc’h,


Evel ma oa ouzh taol ganto, e kemeras ar bara hag e trugarekaas. O vezañ e dorret, e roas anezhañ dezho.


Bemdez e oant aketus a-unvan en templ. O terriñ ar bara eus an eil ti d’egile, e kemerent o boued gant levenez hag eeunded a galon,


Ar c’hentañ deiz eus ar sizhun, an diskibien a oa en em zastumet evit terriñ ar bara. Paol a gomze ganto, o tleout mont kuit an deiz war-lerc’h, hag e kendalc’has gant e brezegenn betek hanternoz.


hag o deus evet holl eus an hevelep evaj speredel, rak evañ a raent eus ar roc’h speredel a heulie anezho, hag ar roc’h-se a oa Krist.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos