Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 14:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

19 Hag e c’hourc’hemennas d’ar bobl azezañ war ar geot, kemer a reas ar pemp bara hag an daou besk hag, o sevel e zaoulagad etrezek an neñv, e vennigas, e torras ar baraoù hag o roas d’e ziskibien, hag an diskibien d’ar bobl.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

19 Ha goude beza gourc’hemenet d’ar bobl azeza var ar yeot, e kemeraz ar pemp bara hag an daou besk, hag en eur zevel he zaou‐lagad etrezeg an env, e rentaz grasou; hag o veza torret anezhe, e roaz ar baraou d’he ziskibien, hag an diskibien, ho roaz d’ar bobl.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

19 Ha goudé bout gourhemennet d’en dud azéein arh er hiaut, e gueméras er pemp torr bara, hag en deu besq, hag én ur zellet trema en Nean, e hras é vennoh, ou zorras, hag e hras en torheu bara d’é zisciplèd, hag en disciplèd d’en dud.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 14:19
24 Referencias Cruzadas  

Eñ a lavaras: Degasit int din.


Neuze e c’hourc’hemennas dezho lakaat an holl da azezañ, a vandennoù, war ar geot glas.


Jezuz a gemeras ar pemp bara hag an daou besk hag, o sevel e zaoulagad etrezek an neñv, e vennigas, e torras ar baraoù hag o roas d’e ziskibien, evit m’o rojent d’ar bobl. Lodennañ a reas ivez an daou besk kenetrezo holl.


O sevel e zaoulagad etrezek an neñv, e huanadas hag e lavaras: Effata! da lavarout eo: Digor!


Hag o vezañ kemeret un hanaf ha trugarekaet, e lavaras: Kemerit anezhañ ha lodennit anezhañ etrezoc’h,


Neuze e kemeras bara hag, o vezañ trugarekaet, e torras anezhañ hag en roas dezho o lavarout: Hemañ eo va c’horf hag a zo roet evidoc’h, grit kement-mañ en eñvor ac’hanon.


Evel ma oa ouzh taol ganto, e kemeras ar bara hag e trugarekaas. O vezañ e dorret, e roas anezhañ dezho.


Rak bez’ e oant war-dro pemp mil den. Neuze e lavaras d’e ziskibien: Lakait anezho da azezañ a renkoù a hanter-kant.


Eñ a gemeras ar pemp bara hag an daou besk hag, o sellout etrezek an neñv, o bennigas, o zorras hag o roas d’an diskibien, evit m’o rojent d’ar bobl.


Lemel a rejont eta ar maen eus al lec’h ma oa gourvezet an hini marv. Jezuz, o sevel e zaoulagad war-zu an neñv, a lavaras: Tad, da drugarekaan peogwir ec’h eus va selaouet.


Met bagoù all, o tont eus Tiberiaz, a erruas tost d’al lec’h m’o doa debret ar bara goude m’en doe an Aotrou trugarekaet.


Goude bezañ lavaret kement-se, e kemeras bara hag, o vezañ trugarekaet Doue dirazo holl, e dorras hag en em lakaas da zebriñ.


An hini a laka kemm etre an deizioù, a laka kemm abalamour d’an Aotrou, hag an hini na laka kemm etrezo, na laka kemm abalamour d’an Aotrou. An hini a zebr, a zebr abalamour d’an Aotrou, rak trugarekaat a ra Doue, hag an hini na zebr ket, na zebr ket abalamour d’an Aotrou, ha trugarekaat a ra Doue.


An hanaf a vennozh a vennigomp, ha n’eo ket ar genunvaniezh ouzh gwad Krist? Ar bara a dorromp, ha n’eo ket ar genunvaniezh ouzh korf Krist?


Pe eta e tebrit, pe ec’h evit, pe e rit un dra bennak all, grit holl evit gloar Doue.


hag, o vezañ trugarekaet, a dorras anezhañ hag a lavaras: Kemerit, debrit, hemañ eo va c’horf hag a zo torret evidoc’h, grit kement-mañ en eñvor ac’hanon.


Petra bennak ma reot, dre gomz pe dre ober, grit holl en anv an Aotrou Jezuz, o trugarekaat drezañ Doue an Tad.


Pa viot aet e-barzh kêr, e kavot anezhañ a-raok ma pigno d'an uhellec'h evit debriñ, rak ar bobl ne zebro ket ken na vo deuet, ha ken n'en devo benniget an aberzh. Goude-se ar re a zo pedet a zebro dioutañ. Pignit eta, hag e gavout a reot bremañ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos