Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Koloseiz 3:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

17 Petra bennak ma reot, dre gomz pe dre ober, grit holl en anv an Aotrou Jezuz, o trugarekaat drezañ Doue an Tad.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

17 Ha kement tra a reot, dre gomzou pe dre oberou, grit pep tra en hano an Aotrou Jesus, o trugarekaad Doue an Tad dreizhan.

Ver Capítulo Copiar




Koloseiz 3:17
29 Referencias Cruzadas  

Gant ar vein-se e savas un aoter en anv an AOTROU, hag en-dro d'an aoter e reas ur foz a c'helle derc'hel daou saton had.


anavez-eñ ez holl hentoù, hag e reno da wenodennoù.


Pa gerzh an holl bobloù pep hini en anv e zoue, ni a gerzho en anv an AOTROU hon Doue dalc'hmat ha da viken.


It eta, kelennit an holl vroadoù, o vadeziñ anezho en anv an Tad, ar Mab hag ar Spered-Santel,


Kement-se a voe anavezet gant an holl Yuzevien hag an holl C’hresianed a chome en Efez. Spontet e voent holl hag anv an Aotrou Jezuz a voe meulet.


oc’h astenn da zorn da yac’haat, evit ma vo graet mirakloù ha burzhudoù dre anv da servijer santel Jezuz.


Da gentañ e trugarekaan va Doue dre Jezuz-Krist evidoc’h holl, abalamour ma’z eo ho feiz brudet mat dre ar bed holl.


Pe eta e tebrit, pe ec’h evit, pe e rit un dra bennak all, grit holl evit gloar Doue.


evit ma teuio Doue hon Aotrou Jezuz-Krist, an Tad a c’hloar, da reiñ deoc’h ur spered a furnez hag a ziskuliadur en e anaoudegezh,


Trugarekait bepred evit an holl draoù Doue an Tad, en anv hon Aotrou Jezuz-Krist.


leuniet gant frouezh ar reizhder a zo dre Jezuz-Krist, evit gloar ha meuleudi Doue.


ha ma anzavo pep teod ez eo Jezuz-Krist an Aotrou e gloar Doue an Tad.


o trugarekaat an Tad en deus hol lakaet barrek da gaout lod en hêrezh ar sent er sklêrijenn.


gwriziennet ha diazezet ennañ, kreñvaet er feiz evel ma hoc’h eus bet desket, o fonnañ enni gant trugarezioù.


Ha ra reno peoc’h Doue en ho kalonoù, galvet oc’h bet dezhañ evit bezañ ur c’horf hepken, ha bezit anaoudek.


Petra bennak ma reot, grit eñ a galon vat, evel o servijañ an Aotrou ha nann an dud,


Paol, Silvan ha Timote, da Iliz an Desalonikiz a zo e Doue an Tad hag en Aotrou Jezuz-Krist: Ar c’hras hag ar peoc’h ra vo roet deoc’h a-berzh Doue hon Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist!


Trugarekait en holl draoù, rak evel-se eo bolontez Doue e Jezuz-Krist en ho keñver.


ra frealzo ho kalonoù ha ra greñvaio ac’hanoc’h e pep ger mat hag e pep oberenn vat.


rak da behini eus an aeled en deus Doue biskoazh lavaret: Te eo va Mab, da c’hanet em eus hiziv? Pe c’hoazh: Me a vo un Tad dezhañ, hag eñ a vo ur Mab din?


Neuze drezañ, kinnigomp hep paouez da Zoue un aberzh a veuleudi, da lavarout eo frouezh ar muzelloù a anzav e anv.


C’hwi ivez, evel mein bev, a zo savet evit bezañ un ti speredel, ur velegiezh santel, evit kinnig aberzhoù speredel kavet plijus gant Doue dre Jezuz-Krist.


Met c’hwi a zo ur ouenn dibabet, ur velegiezh roueel, ur vroad santel, ur bobl bet prenet, evit embann vertuzioù an hini en deus ho kalvet eus an deñvalijenn d’e sklêrijenn vurzhudus,


Mar komz unan bennak, ra gomzo hervez gerioù Doue. Mar gra unan bennak ur servij, ra raio anezhañ hervez an nerzh en deus Doue roet dezhañ, evit ma vo en holl draoù roet gloar da Zoue dre Jezuz-Krist, a zo dezhañ ar gloar hag ar galloud e kantvedoù ar c’hantvedoù! Amen.


Piv bennak a nac’h ar Mab n’en deus ket kennebeut an Tad, hag an hini a anzav ar Mab en deus ivez an Tad.


Va bugale vihan, na garomp ket gant komzoù ha gant an teod, met en oberoù hag e gwirionez.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos