Sant Marc 6:41 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)41 Ha Jesus a gemeraz ar pemp bara hag an daou besk, hag, o sevel he zaou‐lagad var‐zu an env, e rentaz grasou, hag e toraz ar baraou, hag ho roaz d’he ziskibien, evit ho frezanti d’ar bobl; hag e rannaz ive an daou besk etrezhe holl. Ver CapítuloBibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned41 Jezuz a gemeras ar pemp bara hag an daou besk hag, o sevel e zaoulagad etrezek an neñv, e vennigas, e torras ar baraoù hag o roas d’e ziskibien, evit m’o rojent d’ar bobl. Lodennañ a reas ivez an daou besk kenetrezo holl. Ver Capítulo |
An hini a observ an deveziou, a observ anezhe, abalamour d’an Aotrou; hag an hini na observ ket anezhe, n’ho observ ket, abalamour d’an Aotrou; an hini a zebr a bep seurt, a zebr, en doujans an Aotrou, rag trugarekaad a ra Doue; hag an hini na zebr ket a bep seurt, evit an Aotrou eo ne zebr ket, hag e rent ive grasou da Zoue.