Sant Marc 6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 6 Jezuz en e vammvro 1 Jezuz, o vezañ aet ac’hano, a zeuas en e vro hag e ziskibien a heulias anezhañ. 2 Pa zeuas ar sabad, en em lakaas da gelenn er sinagogenn. Kalz eus ar re en kleve a voe souezhet hag a lavaras: A-belec’h e teu an traoù-se d’an den-mañ? Petra eo ar furnez-se a zo bet roet dezhañ hag ar mirakloù bras en em ra dre e zaouarn? 3 Ha n’eo ket eñ ar c’halvez, mab Mari, breur Jakez, Jozez, Jud ha Simon? E c’hoarezed, ha n’emaint ket amañ en hon touez? Hag e kavent tamall ennañ. 4 Jezuz a lavaras dezho: Ur profed a zo enoret, nemet en e vro e-unan, e-touez e gerent e-unan hag ar re eus e di e-unan. 5 Ne c’hellas ober eno mirakl ebet, nemet e yac’haas un nebeud tud klañv en ur lakaat e zaouarn warno. 6 Souezhet e voe eus o diskredoni. Hag ez eas dre ar bourc’hioù tro-war-dro, en ur gelenn. An Daouzek kaset e mision 7 Gervel a reas an daouzek hag en em lakaas d’o c’has daou ha daou, en ur reiñ dezho ar galloud war ar speredoù hudur. 8 Gourc’hemenn a reas dezho na gemerjent netra evit an hent nemet ur vazh, na sac’h, na bara, na moneiz er c’houriz, 9 met sandalennoù en o zreid ha na zougjent ket daou wiskamant. 10 Hag e lavaras dezho: En ti bennak ma’c’h antreot, chomit eno betek ma’z eot kuit eus al lec’h-se. 11 P’en em gavo tud n’ho tegemerint ket ha n’ho selaouint ket, pa’z eot kuit ac’hano, hejit ar poultr eus ho treid e testeni a-enep dezho. Me a lavar deoc’h e gwirionez, penaos e vo dousoc’h da Sodom ha da C’homora e deiz ar varn eget d’ar gêr-se. 12 O vezañ aet, e prezegjont d’an dud kaout keuz. 13 Kas a rejont kuit kalz a ziaouled hag ec’h olevjont gant eoul kalz a dud glañv hag e yac’hajont anezho. Yann-Vadezour drouklazhet 14 Ar roue Herodez a glevas komz anezhañ, rak e anv a oa brudet bras. Lavarout a reas: Yann-Vadezour a zo adsavet a-douez ar re varv, ha setu perak en em ra kalz a virakloù drezañ. 15 Re all a lavare: Elia eo; ha re all a lavare: Ur profed eo, pe evel unan eus ar brofeded. 16 Met Herodez, o klevout kement-se, a lavaras: Yann eo, an hini am eus graet dibennañ, adsavet eo a-douez ar re varv. 17 Rak Herodez e-unan en doa kaset da gemer Yann hag en doa graet e eren er prizon abalamour da Herodiaz, gwreg Filip e vreur, dre m’en doa he dimezet, 18 ha Yann a lavare da Herodez: N’eo ket aotreet dit kaout gwreg da vreur. 19 Herodiaz he doa droug outañ hag a c’hoantae e lakaat d’ar marv. Met ne c’helle ket, 20 rak Herodez a zouje Yann, oc’h anavezout penaos e oa un den reizh ha santel. Prederius e oa en e geñver, ober a rae zoken kalz a draoù eus e alioù hag en selaoue gant plijadur. 21 Met un devezh a-vat a zeuas. Herodez, evit deiz e c’hanedigezh, a roas ur fest da re vras e lez, da vistri e arme, ha da re vras Galilea. 22 Merc’h Herodiaz, o vezañ deuet, a zañsas, hag a blijas da Herodez ha d’ar re a oa azezet gantañ. Ar roue a lavaras d’ar plac’h yaouank: Goulenn diganin ar pezh a gari hag en roin dit. 23 Ha gant le e lavaras: Kement a c’houlenni a roin dit, betek an hanter eus va rouantelezh. 24 O vezañ aet er-maez, hi a lavaras d’he mamm: Petra a c’houlennin? Hag e lavaras: Penn Yann-Vadezour. 25 O vezañ deuet buan da gavout ar roue, e reas he goulenn hag e lavaras: C’hoantaat a ran e rofes bremañ din, war ur plad, penn Yann-Vadezour. 26 Ar roue a voe glac’haret bras, met, abalamour d’e le ha d’ar re a oa azezet gantañ, ne fellas ket dezhañ nac’hañ outi. 27 Raktal e kasas unan eus e warded hag e c’hourc’hemennas dezhañ degas penn Yann. Ar gward a yeas hag a droc’has e benn er prizon, 28 hag en degasas war ur plad. E reiñ a reas d’ar plac’h yaouank, hag ar plac’h yaouank en roas d’he mamm. 29 E zskibien o vezañ klevet kement-se, a zeuas, a gemeras e gorf hag a lakaas anezhañ en ur bez. Pemp mil den maget gant Jezuz (Kentañ kreskadur ar bara) 30 An ebestel a zeuas da gavout Jezuz hag a lavarjont dezhañ kement o doa graet ha kement o doa kelennet. 31 Eñ a lavaras dezho: Deuit a-du en ul lec’h diamezeg ha diskuizhit un nebeudig. Rak kement a dud a yae hag a zeue ken n’o doe ket amzer zoken da zebriñ. 32 Mont a rejont eta en ur vag, a-du en ul lec’h diamezeg. 33 Met ar bobl a welas anezho o vont kuit ha kalz en anavezas. O redek war droad eus an holl gêrioù, ec’h errujont a-raok dezho hag e teujont asambles en e arbenn. 34 Jezuz, o vezañ aet, a welas ul lod bras a dud hag en doe truez outo, abalamour ma oant evel deñved hep mesaer, hag en em lakaas da zeskiñ dezho meur a dra. 35 Evel ma oa dija diwezhat, e ziskibien a dostaas outañ hag a lavaras: Al lec’h-mañ a zo distro ha diwezhat eo, 36 kas anezho kuit, evit ma’z aint er c’hêrioùigoù hag er bourc’hioù tro-war-dro ha ma prenint bara, rak n’o deus netra da zebriñ. 37 Eñ a lavaras dezho: Roit hoc’h-unan da zebriñ dezho. Hag e respontjont dezhañ: Mont a rafemp da brenañ evit daou c’hant diner a vara, evit reiñ dezho da zebriñ? 38 Eñ a lavaras dezho: Pet bara hoc’h eus? It ha sellit. P’o doe gwelet, e lavarjont: Pemp, ha daou besk. 39 Neuze e c’hourc’hemennas dezho lakaat an holl da azezañ, a vandennoù, war ar geot glas. 40 Hag ec’h azezjont a renkoù dre gantadoù ha dre hanter-kantadoù. 41 Jezuz a gemeras ar pemp bara hag an daou besk hag, o sevel e zaoulagad etrezek an neñv, e vennigas, e torras ar baraoù hag o roas d’e ziskibien, evit m’o rojent d’ar bobl. Lodennañ a reas ivez an daou besk kenetrezo holl. 42 Debriñ a rejont holl hag o doa a-walc’h. 43 Hag e kasjont ganto daouzek panerad leun eus an tammoù bara hag eus ar pesked. 44 Ar re o doa debret eus ar baraoù-se a oa war-dro pemp mil den. Jezuz a gerzh war an dour 45 Kerkent goude, e lakaas e ziskibien da vont er vag ha d’e ziaraogiñ en tu all, etrezek Betsaida, e-pad ma kasje ar bobl en o hent. 46 P’en doe o c’haset kuit, e pignas war ar menez evit pediñ. 47 An abardaez o vezañ deuet, ar vag a oa e-kreiz ar mor, hag eñ a oa e-unan war an douar. 48 Gwelout a reas o doa kalz a boan o roeñvat rak an avel a oa en o enep. War-dro ar bedervet beilhadenn eus an noz, e teuas d’o c’havout o kerzhout war ar mor, ha c’hoant en doa d’o diaraogiñ. 49 Pa weljont anezhañ o kerzhout war ar mor, e kredjont e oa un teuz hag e krijont, 50 rak holl e weljont anezhañ hag e voent spontet. Met kerkent e komzas outo hag e lavaras dezho: Ho pet fiziañs, me eo, n’ho pet ket aon. 51 Pignat a reas ganto er vag hag an avel a baouezas. Souezhet meurbet e voent enno o-unan ha leuniet a estlamm, 52 rak n’o doa ket komprenet mirakl ar baraoù, dre ma oa o c’halonoù kaledet. Jezuz a yac’ha tud klañv 53 P’o doe treuzet ar mor, e teujont da vro C’henezared hag e touarjont eno. 54 Pa voent aet er-maez eus ar vag, an dud en anavezas raktal. 55 Hag e redjont dre an holl vro tro-war-dro hag en em lakajont da zougen war gweleoù ar re a oa klañv, e kement lec’h ma klevent e oa. 56 E pelec’h bennak ma’z ae, er bourc’hioù pe er c’hêrioù pe war ar maez, e lakaent an dud klañv war al leurgêrioù hag e pedent anezhañ d’o lezel da vihanañ da stekiñ ouzh bord e sae. Hag ar re holl a stoke outañ a oa yac’haet. |