Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 6:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

21 Met un devezh a-vat a zeuas. Herodez, evit deiz e c’hanedigezh, a roas ur fest da re vras e lez, da vistri e arme, ha da re vras Galilea.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

21 Mes eun dervez favorabl a erruaz. Herodes, da zeiz he c’hanedigez, a reaz eur fest d’ar pennou braz euz he balez, d’he genta officerien, ha d’ar re huella euz a C’halile.

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 6:21
15 Referencias Cruzadas  

Ezaü a gasaas Jakob abalamour d'ar vennozh en doa roet dezhañ e dad. Hag Ezaü a lavaras en e galon: Deizioù kañv va zad a dosta hag e lazhin Jakob va breur.


An trede deiz, deiz-ha-bloaz Faraon, e reas ur fest d'e holl servijerien hag e savas penn an hanafer bras ha penn ar baraer bras e-kreiz e servijerien.


Ar roue a reas ur fest bras evit e holl briñsed hag e servijerien, fest Ester. Hag e roas diskuizh d'ar proviñsoù, ha donezonoù hervez largentez ar roue.


D'ar miz kentañ, a zo miz Nisan, er daouzekvet bloaz eus ar roue Asueruz, e voe taolet ar Pour, da lavarout eo ar sord, dirak Haman, evit pep devezh ha pep miz, betek an daouzekvet miz, a zo miz Adar.


Da zeiz hor roue, ar pennoù a zeuas da vezañ klañv oc'h evañ re win; astenn a reas e zorn d'ar c’hoapaerien.


Ar bemzekvet bloavezh eus ren Tiberiuz-Kezar, Poñs-Pilat o vezañ gouarnour Judea, Herodez tetrark Galilea, Filip e vreur tetrark Iturea ha bro Drakonitiz, Lisaniaz tetrark Abilen,


An deiz war-lerc’h eta, Agrippa ha Bereniz a zeuas gant kalz pompad hag a yeas e lec’h ar breujoù gant ar gabitened ha pennoù kêr. Paol a voe degaset dre urzh Festuz.


Rak a-walc’h eo deomp bezañ graet en amzer hor buhez tremenet bolontez ar baganed, en ur gerzhout en hudurniezh, en droukc’hoantoù, er vezventi, er c’horfadoù hag en idolerezh argarzhus.


Tud an douar en em laouenaio diwar o fenn hag en em roio d’al levenez, hag e kasint profoù an eil d’egile abalamour m’o devo an daou brofed-se trubuilhet tud an douar.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos