Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Romaned 14:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 An hini a laka kemm etre an deizioù, a laka kemm abalamour d’an Aotrou, hag an hini na laka kemm etrezo, na laka kemm abalamour d’an Aotrou. An hini a zebr, a zebr abalamour d’an Aotrou, rak trugarekaat a ra Doue, hag an hini na zebr ket, na zebr ket abalamour d’an Aotrou, ha trugarekaat a ra Doue.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

6 An hini a observ an deveziou, a observ anezhe, abalamour d’an Aotrou; hag an hini na observ ket anezhe, n’ho observ ket, abalamour d’an Aotrou; an hini a zebr a bep seurt, a zebr, en doujans an Aotrou, rag trugarekaad a ra Doue; hag an hini na zebr ket a bep seurt, evit an Aotrou eo ne zebr ket, hag e rent ive grasou da Zoue.

Ver Capítulo Copiar




Romaned 14:6
12 Referencias Cruzadas  

An deiz-se a vo un eñvoradur evidoc'h, c'hwi en lido evel ur gouel d'an AOTROU a rummadoù da rummadoù. En lidot evel ur gourc'hemenn peurbadus.


Un nozvezh eo a zleer lidañ evel ur gouel en enor d'an AOTROU , evit bezañ o zennet eus bro Ejipt. An noz-se a zle bezañ lidet evel ur gouel en enor d'an AOTROU gant mibien Israel a rummadoù da rummadoù.


Moizez a lavaras: Debrit anezhañ hiziv, rak hiziv eo sabad an AOTROU , ha ne gavot ket dioutañ er parkeier.


Hag eo hennezh ar yun a fell din en deiz ma c'hlac'har un den e ene? Plegañ e benn evel ur vroenenn, gourvez war ar sac'h hag al ludu? Hag ec'h anvi kement-se ur yun, un deiz dereat d'an AOTROU?


Ha pep kaoter e Jeruzalem hag e Juda a vo santelaet evit AOTROU an armeoù. An holl re a aberzho, a zeuio da gemer diouto evit poazhañ kig enno. Ha ne vo Kananead ebet e ti AOTROU an armeoù, en deiz-se.


Hag e c’hourc’hemennas d’ar bobl azezañ war ar geot, kemer a reas ar pemp bara hag an daou besk hag, o sevel e zaoulagad etrezek an neñv, e vennigas, e torras ar baraoù hag o roas d’e ziskibien, hag an diskibien d’ar bobl.


e kemeras ar seizh bara hag ar pesked hag e trugarekaas, o zorras hag o roas d’e ziskibien, hag an diskibien d’ar bobl.


Neuze e lavarjont dezhañ: Petra hon eus d’ober evit labourat da oberoù Doue?


Mirout a rit gant aked an deizioù, ar mizioù, an amzerioù hag ar bloavezhioù.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos