Sant Lucas 6:48 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Heñvel eo ouzh un den a sav un ti, hag o vezañ kleuzet ha toullet don, en deus lakaet an diazez war ar roc’h. An doureier o vezañ deuet ha skoet gant nerzh a-enep an ti-se, n’o deus ket gellet e ziskar dre ma oa diazezet war ar roc’h. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Henvel eo ouz eun den hag a zav eun ti, ha pehini, goude beza toullet ha kleuzet doun, hen deuz diazezet ar fondamant var ar roc’h; hag an dour braz a zo deuet, hag a zo en em daolet gant fulor ouz an ti‐ze, mes n’hen deuz ket gallet hen finva, abalamour ma oa fontet var ar roc’h. |
Doue Israel en deus lavaret, Roc'h Israel en deus komzet drezon: An hini a ren e-touez an dud gant reizhder, an hini a ren gant doujañs-Doue,
Evel-se pep den leal a aspedo ac'hanout en amzer ma vez kavet. Ha pa zic'hlanno an doureier bras, ne vo ket tapet ganto.
Evel ma tremen an arnev, evel-se ez a kuit an hini drouk, met an den reizh en em harp war un diazez peurbadus.
En abeg da-se evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu, e lakaan e Sion ur maen da ziazez, ur maen amprouet, ur maen-korn prizius, ur sol start, hag an hini a gredo ennañ ne hasto ket.
Hag e vo doujet anv an AOTROU adalek ar c'huzh-heol, hag e c'hloar adalek ar sav-heol. Pa zeuio an enebour evel ur stêr, Spered an AOTROU en lakaio war dec'h.
Met dre ul liñvadenn e raio un distruj klok eus lec'h ar gêr-mañ, hag an deñvalijenn a redo war-lerc'h e enebourien.
Me a ziskouezo deoc’h ouzh piv eo heñvel pep den hag a zeu da’m c’havout, a selaou va gerioù hag a sent outo.
Met an hini a selaou ha ne sent ket, a zo heñvel ouzh un den a sav e di war an douar, hep diazez. An doureier o vezañ skoet gant nerzh a-enep dezhañ, kouezhet eo kerkent ha diskar an ti-se a zo bet bras.
Lavaret em eus deoc’h an traoù-mañ evit ma ho po ar peoc’h ennon. Trubuilhoù ho po er bed, met bezit kalonek, me am eus trec’het ar bed.
o kreñvaat eneoù an diskibien, oc’h aliañ anezho da genderc’hel er feiz hag o reiñ da anavezout dezho ez eo dre galz a boanioù eo ret deomp mont e rouantelezh Doue.
o vezañ bet savet war diazez an ebestel hag ar brofeded, ez eo Jezuz-Krist e-unan ar maen-korn;
Jeshurun a zo deuet da vezañ lart hag en deus rebarbet. Deuet out da vezañ lart, tev ha kuilh! Dilezet en deus an Doue en deus graet anezhañ, disprizet en deus roc'h e silvidigezh.
Dilezet ec'h eus ar roc'h en eus da c'hanet, ankounac'haet ec'h eus an Doue en deus da stummet.
Koulskoude diazez start Doue a chom, o kaout ar siell-mañ: An Aotrou a anavez ar re a zo dezhañ, ha: Piv bennak a c’halvo anv Krist ra zilezo an direizhder.
Rak-se, breudeur, bezit muioc’h-muiañ aketus da greñvaat ho kalvedigezh hag ho tibaberezh, rak oc’h ober kement-se ne strebotot biken,
Bremañ eta bugale vihan, chomit ennañ evit ma hor bo fiziañs pa en em ziskouezo, ha ma ne vimp ket mezhek dirazañ en e zonedigezh.
D’an hini a c’hell ho tiwall a bep lamm hag ho lakaat d’en em ziskouez dinamm ha leun a levenez dirak e c’hloar,
Nikun n'eo santel evel an AOTROU , n'eus hini all ebet nemedout, n'eus roc'h ebet evel hon Doue.