evel-se e sparfo kalz a vroadoù, hag ar rouaned a serro o genoù dirazañ, rak gwelout a raint ar pezh n'eo ket bet disklêriet dezho, hag e teskint ar pezh n'eo ket bet roet da glevout dezho.
Leviegezh 7:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned El lec’h ma vez lazhet al loskaberzh, e vo lazhet an aberzh a gablusted. Skuilhet e vo ar gwad war an aoter hag en-dro dezhi. |
evel-se e sparfo kalz a vroadoù, hag ar rouaned a serro o genoù dirazañ, rak gwelout a raint ar pezh n'eo ket bet disklêriet dezho, hag e teskint ar pezh n'eo ket bet roet da glevout dezho.
Skuilhañ a rin warnoc'h doureier glan, hag e viot glanaet. Ho klanaat a rin eus hoc'h holl loustoni hag eus hoc'h holl idoloù.
E porzh an nor e oa div daol ouzh un tu ha div daol ouzh an tu all evit lazhañ warno al loskaberzhoù, an aberzh-dic'haouiñ hag an aberzh a gablusted.
Lazhañ a raio anezhañ ouzh tu an aoter a zo en hanternoz dirak an AOTROU, hag an aberzhourien, mibien Aaron, a skuilho ar gwad war an aoter hag en-dro dezhi.
Mar d-eo e brof ul loskaberzh a loened bras, e kinnigo ur par disi. E ginnig a raio a volontez vat, ouzh digor teltenn an engalv, dirak an AOTROU.
Lazhañ a raio ar c’hole dirak an AOTROU; an aberzhourien, mibien Aaron, a ginnigo ar gwad hag a skuilho ar gwad war an aoter hag en-dro dezhi, ouzh digor teltenn an engalv.
Lazhañ a raio an oan el lec’h ma vez lazhet an aberzh-dic’haouiñ hag al loskaberzh, el lec’h santel, rak, evel ma’z eo an aberzh-dic’haouiñ evit an aberzhour, an aberzh a gablusted a zo evitañ ivez. Un dra santel-meurbet eo.
Lakaat a raio e zorn war benn ar prof, a lazho ouzh digor teltenn an engalv; an aberzhourien, mibien Aaron, a skuilho ar gwad war an aoter hag en-dro dezhi.
Lakaat a raio e zorn war benn ar prof, a lazho ouzh digor teltenn an engalv; mibien Aaron a skuilho ar gwad war an aoter hag en-dro dezhi.
Lakaat a raio e zorn war benn ar bouc’h, a vo lazhet el lec’h ma vez lazhet al loskaberzhoù dirak an AOTROU. Un aberzh-dic’haouiñ e vo.
Lakaat a raio e zorn war benn an aberzh-dic’haouiñ, a vo lazhet el lec’h ma vez lazhet al loskaberzhoù.
Lakaat a raio e zorn war benn an aberzh-dic’haouiñ, a vo lazhet evel aberzh-dic’haouiñ el lec’h ma vez lazhet al loskaberzhoù.
Talvoudegezh an dra flipet digant ar santual a baeo, en ur lakaat ouzhpenn ar bempvedenn, hag e roio kement-se d’an aberzhour; an aberzhour a raio an dic’haou evitañ gant tourz an aberzh a gablusted, hag e vo pardonet dezhañ.
Ma ne c’hell ket pourchas un oan pe ur c’havr, e kinnigo d’an AOTROU evel aberzh a gablusted evit ar pezh en devo graet div durzhunell pe div goulm yaouank, unan evel aberzh-dic’haouiñ hag eben evel loskaberzh.
hag a sparfo gwad an aberzh-dic’haouiñ ouzh bevenn an aoter; an nemorant eus ar gwad a vo skuilhet ouzh troad an aoter. Un aberzh-dic’haouiñ e vo.
Komz da Aaron ha d’e vibien ha lavar: Setu lezenn an aberzh-dic’haouiñ: El lec’h ma vez lazhet al loskaberzh, e vo lazhet an aberzh-dic’haouiñ dirak an AOTROU. Un dra santel-meurbet eo.
an aberzhour a raio an dic’haou evitañ dirak an AOTROU, hag an dra en deus graet evit bezañ kablus a vo pardonet dezhañ.
hag e ouestlo a-nevez d'an AOTROU deizioù e engouestl, e kinnigo un oan eus ur bloaz evel aberzh a gablusted, hag an devezhioù a-ziagent ne vint ket kontet dre ma'z eo bet saotret e engouestl.
Dre ar feiz e reas ar Pask hag ar sparfadur gwad, evit na stokje ket an distrujer ouzh ar re gentañ-ganet eus Israel.
ouzh Jezuz, hanterour un emglev nevez, hag ouzh gwad ar sparfadur a lavar traoù gwelloc’h eget hini Abel.
dibabet hervez ragouiziegezh Doue an Tad, evit bezañ santelaet gant ar Spered, evit sentiñ ouzh Jezuz-Krist ha kaout lod e sparfadur e wad: Ra vo ar c’hras hag ar peoc’h kresket deoc’h!