Lazhañ a raio ar c’hole dirak an AOTROU; an aberzhourien, mibien Aaron, a ginnigo ar gwad hag a skuilho ar gwad war an aoter hag en-dro dezhi, ouzh digor teltenn an engalv.
Pep paotr e-touez mibien Aaron a zebro dioutañ. Ur reolenn beurbadus eo a rummadoù da rummadoù diwar-benn ar profoù graet dre an tan d’an AOTROU. Piv bennak a stoko outo a vo santelaet.