Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 4:34 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

34 An aberzhour a gemero gant e viz eus ar gwad, en lakaio war gerniel aoter al loskaberzhoù, hag e skuilho ar gwad ouzh troad an aoter.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 4:34
15 Referencias Cruzadas  

An AOTROU en em blij ennañ en abeg d'e reizhder; hag e kanmeulo al lezenn a zo bras hag enorus.


Lakaat a raio gwad war gerniel an aoter a zo dirak an AOTROU e teltenn an engalv, hag e skuilho an holl wad ouzh troad aoter al loskaberzhoù a zo ouzh digor teltenn an engalv.


An aberzhour a gemero gant e viz eus gwad an aberzh-dic’haouiñ, en lakaio war gerniel aoter al loskaberzhoù, hag e skuilho ar gwad ouzh troad aoter al loskaberzhoù.


An aberzhour a gemero gant e viz eus ar gwad, en lakaio war gerniel aoter al loskaberzhoù, hag e skuilho ar gwad ouzh troad an aoter.


An aberzhour a lakaio gwad war gerniel aoter an ezañs a c’hwezh-vat a zo dirak an AOTROU e teltenn an engalv, hag e skuilho holl wad ar c’hole ouzh troad aoter al loskaberzhoù a zo ouzh digor teltenn an engalv.


hag en em santelaan va-unan evito, evit ma vint ivez santelaet er wirionez.


Rak Krist eo diwezh al lezenn evit reizhadur ar re holl a gred.


N’eus ken eta bremañ kondaonidigezh ebet evit ar re a zo e Jezuz-Krist, ar re a gerzh nann hervez ar c’hig met hervez ar spered.


Rak ar pezh a oa dibosupl d’al lezenn, abalamour ma oa dinerzh dre ar c’hig, Doue, en ur gas e Vab e-unan en ur c’hig heñvel ouzh hini ar pec’hed, hag en abeg d’ar pec’hed, a gondaonas ar pec’hed er c’hig,


Rak lakaet eo bet gantañ da vezañ pec’hed abalamour deomp an hini n’en deus ket anavezet ar pec’hed, evit ma teuimp da vezañ reizhder Doue ennañ.


A bebezh kastiz brasoc’h a gav deoc’h ne vo ket kavet dellezek an hini a vac’ho gant e dreid Mab Doue, a gemero evit disantel gwad an emglev ez eo bet santelaet drezañ, hag a zismegañso Spered ar c’hras?


A-dra-sur, e oa dereat penaos an hini emañ an holl draoù evitañ ha drezañ, o fellout dezhañ degas d’ar gloar meur a vibien, a lakaje da vezañ peurvat dre boanioù Priñs o silvidigezh.


eñ hag en deus douget hor pec’hedoù e-unan en e gorf war ar c’hoad, evit ma teujemp, o vezañ marv d’ar pec’hed, da vevañ d’ar reizhder, eñ ez oc’h bet yac’haet dre e c’houlioù.


Rak Krist ivez en deus gouzañvet ur wech evit ar pec’hedoù, eñ reizh evit ar re zireizh, evit hon degas da Zoue. Lakaet eo bet d’ar marv er c’hig, met bevaet hervez ar Spered,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos