Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 4:35 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

35 An aberzhour a lamo an holl lard evel ma vez lamet lard an oan en aberzh a drugarekadennoù, hag en lakaio da vogediñ war an aoter evel er prof graet dre an tan dirak an AOTROU. Evel-se an aberzhour a raio evit an den-mañ an dic’haou eus ar pec’hed en deus graet, hag e vo pardonet dezhañ.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 4:35
40 Referencias Cruzadas  

Ma n’he deus ket aez da zegas un oan, e kemero div durzhunell pe div goulm yaouank, unan evit al loskaberzh hag eben evit an aberzh-dic’haouiñ. A aberzhour a raio an dic’haou eviti hag e vo glanaet.


An eoul a vo manet e dorn an aberzhour, eñ en lakaio war benn an hini da c’hlanaat, hag an aberzhour a raio evitañ an dic’haou dirak an AOTROU.


Hag e laosko al labous bev er-maez eus kêr, er parkeier, hag e raio dic’haou evit an ti; glan e vo.


An aberzhour a ginnigo anezho, unan evel aberzh-dic’haouiñ hag eben evel loskaberzh. Evel-se e raio an aberzhour an dic’haou evitañ dirak an AOTROU, abalamour d’e verad.


An aberzhour a raio evitañ an dic’haou gant tourz an aberzh a gablusted, dirak an AOTROU, evit ar pec’hed en deus graet, hag ar pec’hed en deus graet a vo pardonet dezhañ.


Ober a raio evit ar c’hole-mañ evel ma vez graet evit ar c’hole-dic’haouiñ; ober a raio er memes doare. Evel-se e raio an aberzhour an dic’haou evito, hag e vo pardonet dezho.


Lakaat a raio an holl lard da vogediñ war an aoter evel lard an aberzh a drugarekadennoù. Evel-se e raio an aberzhour an dic’haou eus e bec’hed evit ar penn-bras-mañ, hag e vo pardonet dezhañ.


Ober a raio eus al labous all un loskaberzh, hervez ar barnedigezhioù. Evel-se an aberzhour a raio evit an den-mañ an dic’haou eus ar pec’hed en deus graet, hag e vo pardonet dezhañ.


Evel-se an aberzhour a raio evit an den-mañ an dic’haou eus ar pec’hed en deus graet e-keñver unan an traoù-se, hag e vo pardonet dezhañ. Ar pezh a vo manet eus ar prof a vo evit an aberzhour, evel en donezonoù.


ra ginnigo d’an AOTROU e aberzh a gablusted evit ar pec’hed en devo graet, ur barez eus al loened bihan, un oan pe ur c’havr, evel aberzh-dic’haouiñ; hag an aberzhour a raio evitañ an dic’haou eus e bec’hed.


an aberzhour a raio an dic’haou evitañ dirak an AOTROU, hag an dra en deus graet evit bezañ kablus a vo pardonet dezhañ.


Moizez a lavaras da Aaron: Tosta ouzh an aoter, kinnig da aberzh-dic’haouiñ ha da loskaberzh, gra dic’haou evidout hag evit ar bobl, kinnig prof ar bobl ha gra dic’haou evito, evel m’en deus gourc’hemennet an AOTROU.


An aberzhour a raio an dic'haou evit holl vodadenn mibien Israel, hag e vo pardonet dezho, rak diratozh e vo bet graet hag o devo degaset dirak an AOTROU o frof, ur prof graet dre an tan d'an AOTROU hag un aberzh-dic'haou dirak an AOTROU, abalamour d'an dra graet diratozh.


An aberzhour a raio an dic'haou evit an den en devo graet an dra diratozh dirak an AOTROU; p'en devo graet an dic'haou, e vo pardonet.


Rak Krist eo diwezh al lezenn evit reizhadur ar re holl a gred.


an hini a zo bet droukroet evit hor pec’hedoù hag a zo adsavet a varv evit hor reizhadur.


N’eus ken eta bremañ kondaonidigezh ebet evit ar re a zo e Jezuz-Krist, ar re a gerzh nann hervez ar c’hig met hervez ar spered.


Rak lakaet eo bet gantañ da vezañ pec’hed abalamour deomp an hini n’en deus ket anavezet ar pec’hed, evit ma teuimp da vezañ reizhder Doue ennañ.


kerzhit er garantez, evel m’en deus Krist ivez hor c’haret hag eo en em ginniget e-unan da Zoue evidomp e prof hag en aberzh a c’hwezh vat.


hon eus ennañ an dasprenadur dre e wad, ar pardon eus ar pec’hedoù.


Hemañ a zo splannder skedus e c’hloar hag heñvelder e bersonelezh, derc’hel a ra an holl draoù dre e c’her galloudek. Eñ en deus graet e-unan ar c’hlanidigezh eus hor pec’hedoù hag a zo en em azezet a-zehou d’ar Veurdez doueel el lec’hioù uhel meurbet.


Peogwir eta hon eus ur beleg meur en deus treuzet an neñv, Jezuz Mab Doue, dalc’homp start hon anzavadenn a feiz.


Hag e oa ret deomp kaout un hevelep beleg-meur, santel, digablus, dinamm, dispartiet diouzh ar bec’herien, savet dreist an neñvoù,


pegement muioc’h gwad Krist, hag a zo dre ar Spered peurbadus en em ginniget e-unan dinamm da Zoue, a c’hlanaio ho koustiañs eus an oberoù marv, evit ma servijot an Doue bev.


eñ ha n’en deus graet pec’hed ebet ha n’eus ket bet kavet tromplerezh en e genoù,


eñ hag en deus douget hor pec’hedoù e-unan en e gorf war ar c’hoad, evit ma teujemp, o vezañ marv d’ar pec’hed, da vevañ d’ar reizhder, eñ ez oc’h bet yac’haet dre e c’houlioù.


Rak Krist ivez en deus gouzañvet ur wech evit ar pec’hedoù, eñ reizh evit ar re zireizh, evit hon degas da Zoue. Lakaet eo bet d’ar marv er c’hig, met bevaet hervez ar Spered,


Met mar kerzhomp er sklêrijenn, evel ma’z emañ e-unan er sklêrijenn, ez omp e kenunvaniezh an eil gant egile ha gwad Jezuz-Krist e Vab hor glana a bep pec’hed.


Eñ eo un aberzh-dic’haouiñ evit hor pec’hedoù, ha nann hepken evit hor re, met ivez evit re ar bed holl.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos