Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 7:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Setu lezenn an aberzh a gablusted. Un dra santel-meurbet eo.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 7:1
17 Referencias Cruzadas  

Al Leviad Kore mab Jimna, porzhier etrezek ar sav-heol, en doa mererezh ar profoù a-youl-vat kinniget da Zoue, evit lodennañ ar profoù savet d'an AOTROU hag an traoù santel-meurbet.


E porzh an nor e oa div daol ouzh un tu ha div daol ouzh an tu all evit lazhañ warno al loskaberzhoù, an aberzh-dic'haouiñ hag an aberzh a gablusted.


Debriñ a raint an donezonoù, an aberzhoù-dic'haouiñ hag an aberzhoù a gablusted; kement tra lakaet da verz en Israel a vo dezho.


Hag e lavaras din: Amañ emañ al lec'h ma lakaio an aberzhourien da virviñ kig an aberzhoù a gablusted hag an aberzhoù-dic'haouiñ, ha ma lakaint da boazhañ an donezonoù, evit na gasint ket anezho d'al leurenn diavaez ha na santelaint ket ar bobl.


Debriñ a raio boued e Zoue, traoù santel-meurbet ha traoù santel,


Ma ne c’hell ket pourchas div durzhunell pe div goulm yaouank, an hini en deus pec’het a ginnigo evit e brof un dekvedenn efa (1/10 efa   3 l) flour bleud evel aberzh-dic’haouiñ; ne skuilho ket eoul warnañ ha ne lakaio ket ezañs warnañ, rak un aberzh-dic’haouiñ e vo.


An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:


Mar en deus graet unan bennak un difealded hag ur pec’hed diratozh e-keñver traoù santel an AOTROU, e kinnigo d’an AOTROU evit e gablusted un tourz disi, kemeret e-touez al loened bihan hervez da brizadur e sikloù arc’hant, diouzh sikl ar santual.


Ma ne c’hell ket pourchas un oan pe ur c’havr, e kinnigo d’an AOTROU evel aberzh a gablusted evit ar pezh en devo graet div durzhunell pe div goulm yaouank, unan evel aberzh-dic’haouiñ hag eben evel loskaberzh.


Degas a raio anezho d’an aberzhour, a ginnigo da gentañ an hini a zo evit an aberzh-dic’haouiñ; an aberzhour a friko dezhi he fenn diouzh he gouzoug hep he rannañ,


Ne vo ket poazhet gant goell. O lodenn eo, an hini am eus roet dezho diwar va frofoù graet dre an tan. Un dra santel-meurbet eo, evel an aberzh-dic’haouiñ hag evel an aberzh a gablusted.


Komz da Aaron ha d’e vibien ha lavar: Setu lezenn an aberzh-dic’haouiñ: El lec’h ma vez lazhet al loskaberzh, e vo lazhet an aberzh-dic’haouiñ dirak an AOTROU. Un dra santel-meurbet eo.


hag e ouestlo a-nevez d'an AOTROU deizioù e engouestl, e kinnigo un oan eus ur bloaz evel aberzh a gablusted, hag an devezhioù a-ziagent ne vint ket kontet dre ma'z eo bet saotret e engouestl.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos