evel-se e sparfo kalz a vroadoù, hag ar rouaned a serro o genoù dirazañ, rak gwelout a raint ar pezh n'eo ket bet disklêriet dezho, hag e teskint ar pezh n'eo ket bet roet da glevout dezho.
Lazhañ a raio anezhañ ouzh tu an aoter a zo en hanternoz dirak an AOTROU, hag an aberzhourien, mibien Aaron, a skuilho ar gwad war an aoter hag en-dro dezhi.
Lazhañ a raio ar c’hole dirak an AOTROU; an aberzhourien, mibien Aaron, a ginnigo ar gwad hag a skuilho ar gwad war an aoter hag en-dro dezhi, ouzh digor teltenn an engalv.
Lazhañ a raio an oan el lec’h ma vez lazhet an aberzh-dic’haouiñ hag al loskaberzh, el lec’h santel, rak, evel ma’z eo an aberzh-dic’haouiñ evit an aberzhour, an aberzh a gablusted a zo evitañ ivez. Un dra santel-meurbet eo.
Lakaat a raio e zorn war benn ar prof, a lazho ouzh digor teltenn an engalv; an aberzhourien, mibien Aaron, a skuilho ar gwad war an aoter hag en-dro dezhi.
Talvoudegezh an dra flipet digant ar santual a baeo, en ur lakaat ouzhpenn ar bempvedenn, hag e roio kement-se d’an aberzhour; an aberzhour a raio an dic’haou evitañ gant tourz an aberzh a gablusted, hag e vo pardonet dezhañ.
Ma ne c’hell ket pourchas un oan pe ur c’havr, e kinnigo d’an AOTROU evel aberzh a gablusted evit ar pezh en devo graet div durzhunell pe div goulm yaouank, unan evel aberzh-dic’haouiñ hag eben evel loskaberzh.
Komz da Aaron ha d’e vibien ha lavar: Setu lezenn an aberzh-dic’haouiñ: El lec’h ma vez lazhet al loskaberzh, e vo lazhet an aberzh-dic’haouiñ dirak an AOTROU. Un dra santel-meurbet eo.
hag e ouestlo a-nevez d'an AOTROU deizioù e engouestl, e kinnigo un oan eus ur bloaz evel aberzh a gablusted, hag an devezhioù a-ziagent ne vint ket kontet dre ma'z eo bet saotret e engouestl.
dibabet hervez ragouiziegezh Doue an Tad, evit bezañ santelaet gant ar Spered, evit sentiñ ouzh Jezuz-Krist ha kaout lod e sparfadur e wad: Ra vo ar c’hras hag ar peoc’h kresket deoc’h!