Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 3:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Lakaat a raio e zorn war benn ar prof, a lazho ouzh digor teltenn an engalv; an aberzhourien, mibien Aaron, a skuilho ar gwad war an aoter hag en-dro dezhi.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 3:2
23 Referencias Cruzadas  

Hag e tostai ar c'hole dirak teltenn an engalv, hag e lakaio Aaron hag e vibien o daouarn war benn ar c'hole.


Hag e lazhi ar c'hole dirak an AOTROU , ouzh digor teltenn an engalv.


Kemer a ri unan eus an tourzed, hag e lakaio Aaron hag e vibien o daouarn war benn an tourz.


Hag e lazhi an tourz. Kemer a ri e wad, hag e skuilhi anezhañ war an aoter hag en-dro dezhi.


Kemer a ri an eil tourz, hag e lakaio Aaron hag e vibien o daouarn war benn an tourz.


Bez' e oamp holl dianket evel deñved, pep hini ac'hanomp a heulie e hent e-unan, hag an AOTROU en deus lakaet da vont warnañ hon direizhder deomp-ni holl.


Lazhañ a raio anezhañ ouzh tu an aoter a zo en hanternoz dirak an AOTROU, hag an aberzhourien, mibien Aaron, a skuilho ar gwad war an aoter hag en-dro dezhi.


Piv bennak eus ti Israel a lazho er c’hamp un ejen, un oan pe ur c’havr, pe en lazho er-maez eus ar c’hamp,


ha n’en devo ket e zegaset ouzh digor teltenn an engalv evit ober ur prof d’an AOTROU dirak tabernakl an AOTROU, ar gwad a vo kontet d’an den-se; ar gwad en devo skuilhet hag an den-se a vo lamet eus e bobl,


Kinnig a raio eus an aberzh a drugarekadennoù ur prof graet dre an tan dirak an AOTROU, al lard a c’holo ar bouzelloù hag al lard a zo a-us d’ar bouzelloù,


Lakaat a raio e zorn war benn ar prof, a lazho ouzh digor teltenn an engalv; mibien Aaron a skuilho ar gwad war an aoter hag en-dro dezhi.


Degas a reas an eil tourz, tourz ar gouestladur, hag e lakaas Aaron hag e vibien o daouarn war benn an tourz.


Skuilhañ a rin war di David ha war dud Jeruzalem ar Spered a c'hras hag a bedennoù, hag e sellint ouzhin, an hini o deus toullet. Hag e raint kañv dezhañ evel ma reer kañv d'ur mab nemetañ, hag e ouelint c'hwerv evel ma oueler war ur mab kentañ-ganet.


Met ne zaspreni ket kentañ-ganet ar vuoc'h, na kentañ-ganet an dañvadez, na kentañ-ganet ar c'havr, ar re-se a zo traoù santel. Skuilhañ a ri o gwad war an aoter hag e lakai o lard da vogediñ, ur prof graet dre an tan e vo, ur c'hwezh dudius d'an AOTROU.


Lakaet hoc’h eus d’ar marv Priñs ar vuhez, ha Doue en deus e adsavet a-douez ar re varv, ni a zo testoù a gement-se.


Evidoc’h eo da gentañ en deus Doue savet e vugel Jezuz hag en deus e gaset d’ho pennigañ, evit tennañ pep hini ac’hanoc’h eus e fallagriezh.


Rak lakaet eo bet gantañ da vezañ pec’hed abalamour deomp an hini n’en deus ket anavezet ar pec’hed, evit ma teuimp da vezañ reizhder Doue ennañ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos